M2 Browning

Eus Wikipedia
M2 Browning.

An M2 Browning pe Browning .50 Caliber Machine Gun zo ur vindrailherez ponner savet e-fin ar C'hentañ Brezel-bed gant John Browning. Tres ar vindrailherez-se a zo bet awenet gant hini ar vindrailherez kosoc'h savet gant Browing an M1919 Browning machine gun, a oa bet implijet bolodoù .30-06.

An M2 a implij bolodoù kalz galloudusoc'h ha kalz tevoc'h ar re .50 BMG, a oa bet savet memes mare evit ar vindrailherez ar pezh en devoa roet e anv d'an arm (BMG evit Browning Machine Gun).

Graet e vez raIoc'h eus ar vindrailherez dre "Ma Deuce". An tres a oa bet savet dre goulennoù resis gant an US Army, a-fed anvioù ez eo disheñvel hervez an unvezhioù oc'h implij ar vindrailherez. An anv ofisiel evit an droadegiezh stadunanat a zo Browning Machine Gun, Cal. .50, M2, HB, Flexible.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]