Browning M1919
Browning M1919 | |
---|---|
Ur vindrailherez Browning M1919 (stumm A4) war he zrebez | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet |
Mont en-dro | Mindrailherez |
Munisionoù | Stumm orin .30-06 Springfield Stummoù goude an Eil Brezel-bed 7,62 × 51 mm NATO Stummoù produet er-maez eus SUA pe evit ar marc'had sivil 7,62 × 51 mm NATO .303 British 7,92 × 57 mm Mauser 6,5 × 55 mm Mauser .22 Long Rifle 7,62 × 54 mm R 8 × 63 mm patron m/32 7,65 × 53 mm Mauser 7,5 × 54 mm 1929C |
Produerien | Buffalo Arms Corporation Rock Island Arsenal Saginaw Steering Gear, ur rann eus General Motors |
Mare produiñ | Abaoe 1919 |
Niver produet | War-dro 500.000 |
Pouez ha muzulioù (stumm A4) | |
Mas hollek (hep daoubez pe trebez) | 14 kg |
Hirder | 964 mm |
Hirder ar c'hanol | 610 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 1.400 m |
Lusk tennañ | Etre 400 ha 600 tenn/mn |
Tizh o vont e-maez | 853 m/s |
Endalc'h | Gourizoù 250 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Browning M1919 zo ur vindrailherez skañv ijinet gant John Browning e 1918 hag implijet stank gant kalz broioù er bed etre 1919 ha trede kard an XXvet kantved.
Istor hag implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An M1919 zo deveret eus ar vindrailherez Browning M1917[1] implijet e dibenn ar Brezel-bed Kentañ gant arme ar Stadoù-Unanet. An M1917 a veze yenaet dre zour, met ne oa ket aes da implijout ar sistem-mañ war garbedoù. E dibenn 1918 e kinnigas John Browning ur stumm nevez, yenaet dre ur mañchon didoullet tro-dro d'e ganol[2]. Dibabet e voe buan gant arme ar Stadoù-Unanet hag implijet e voe adalek 1919 dindan an anv M1919. Kambret e oa e .30-06 Springfield evel ar fuzuilhoù standart Springfield M1903 implijet d'ar mare-se.
Klask a reas an arme stadunanat ledanaat implij ar vindrailherez d'ar soudarded war o zreid oc'h ouzhpennañ un daoubez hag ur c'houch dezhi. M1919 A1 e voe anvet ar stumm-se. Er bloavezhioù 1920 ha deroù ar bloavezhioù 1930 e voe savet stummoù nevez, dezhe kemmoù bihan (stummoù A2 hag A3). E 1936 e voe kinniget ar stumm M1919 A4, dezhañ ur c'hanol hiroc'h ha tevoc'h, hag ur pech e beg ar c'hanol evit adimplijout gwelloc'h gazoù an tennoù e gwikefre an arm. Ar stumm-mañ a voe an hini produetañ dre ma servijas en Eil Brezel-bed. Ouzhpenn d'an implij gant an droaderien e voe montet war garbedoù a bep seurt : kirri Jeep, halftracks, kamionoù GMC CCKV[1], tankoù M3 Stuart, M3 Grant/Lee, M4 Sherman, M24 Chaffee hag M26 Pershing[3].
Goude ar brezel e voe savet stummoù all, kambret tamm-ha-tamm e 7,62 × 51 mm evit kordañ gant standardoù nevez AFNA. Implijet e voe an M1919 war tachennoù-emgann brezelioù Korea ha Viêt Nam dreist-holl. Ar vindrailherez M60 a gemeras tamm-ha-tamm he flas e arme ar Stadoù-Unanet adalek deroù ar bloavezhioù 1960. Implijet e vez gant armeoù 'zo er bed hiziv-an-deiz c'hoazh[2].