Mont d’an endalc’had

7,65 × 53 mm Mauser

Eus Wikipedia
7,65 × 53 mm Mauser
Skeudenn ar pennad 7,92 × 57 mm Mauser

Kartouchennoù 7,65 × 53 mm Mauser
Doare
Doare douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Muzulioù
Ø bannadell 7,94 mm
Ø trogleuziñ 7,65 mm
Ø kolier 8,78 mm
Ø skoaz 10,90 mm
Ø korf an douilhez 12,01 mm
Ø strad 12,05 mm
Tevder ar strad 1 mm
Hirder an douilhez 53,60 mm
Hirder ar gartouchenn 76 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 10 - 14 g
Tizh o vont e-maez V0 650 - 830 m/s
Energiezh ar vannadell 2.920 - 3.509 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 7,65 × 53 mm Mauser, anvet ivez 7,65 mm Argentine pe 7,65 mm Belgian, zo ur gartouchenn evit an armoù-skoaz ijinet gant an alaman Paul Mauser evit e fuzuilh M1889[1]. Dibabet e voe evel munision standart gant arme Belgia e 1889, ha gant meur a vro eus Suamerika war-lerc'h, Arc'hantina en o zouez[2]. Produet e voe er Stadoù-Unanet evit arme Belgia da vare ar Brezel-bed Kentañ[3]. Produet e vez c'hoazh hiziv-an-deiz evit ar sportoù tennañ gant un dornad embregerezhioù evel Prvi Partizan pe Norma.

Unan eus ar c'hartouchennoù kentañ enne poultr divoged e oa. Ront e oa stumm he boledoù da gentañ, met begek (spitzer) int deuet da vezañ e deroù an XXvet kantved[1]. Ur stumm dezhañ ur bourled a zo bet savet anezhi evit ar fuzuilhoù dezhe kanolioù da wintañ. Heñvel a-walc'h eo he bannouriezh ouzh hini an .303 British[2].

Implijerien bet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) POPENKER Maxim, 7.65×53 Mauser war Modern Firemarms (lennet d'ar 15/09/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (en) HAWKS Chuck, The 7.65x53 and 7.65x53R (7.65 Argentine, 7.65 Belgian) (lennet d'ar 15/09/2024)
  3. (fr) 7,65 mm Mauser war Arme et Passion (lennet d'ar 15/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan