.303 British
| .303 British | |
|---|---|
Ur gartouchenn .303 British | |
| Doare | |
| Kalibr | .303 / 7,7 mm |
| Doare korf an douilhez | bourled, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,92 mm |
| Ø trogleuziñ | 7,70 mm |
| Ø kolier | 8,64 mm |
| Ø skoaz | 10,19 mm |
| Ø korf an douilhez | 11,68 mm |
| Ø strad | 13,72 mm |
| Tevder ar strad | 1,63 mm |
| Hirder an douilhez | 56,44 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 77,2 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 10 - 12 g |
| Kargad poultr | 3,61 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 761 - 844 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 3 265 - 3 574 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .303 British zo ur munision eus Breizh-Veur krouet e fin an XIXvet kantved evit an arme. Abaoe ar bloavezhioù 1960 e vez implijet evel munision sportoù tennañ nemetken.

Pa oa bet ijinet e 1888 e oa karget douilhez ar munision gant poultr du. Adalek 1892 e voe kemeret e blas gant ar c'hordit, un danvez ha ne brodue ket kement a voged. Ar c'hordit a zo aes da anavezout er munisionoù, stumm ar spaghetti zo gantañ.
Treuzkiz ar vannadell zo e gwirionez 0,311 meutad, ha n'eo ket 0,303 meutad : an anv .303 a zeu deus ledander diabarzh ar c'hanol pa vez muzuliet e nec'h e rizennoù. Dibabet e oa bet ar c'halibr-mañ peogwir e oa an hini bihanañ gouest da ehanañ prim ul loen-kezeg o kargañ.
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kartouchenn reoliek ar British Army e voe an .303 British e-pad ouzhpenn 60 vloaz, betek 1960. Implijet e voe neuze gant kalz broioù eus ar Commonwealth ha gant broioù tost ouzh galloud Londrez.
Diwar ar c'hartouchennoù-mañ e voe amprouet ar boledoù emledus kentañ, produet goude e arsanailh Dum Dum e-kichen Kolkata (India).
Armoù an arme kambret e .303 British
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fuzuilhoù-mindrailher ha mindrailherezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- fuzuilh-vindrailher BREN
- fuzuilh-vindrailher Lewis Mark I
- fuzuilh-vindrailher Madsen
- mindrailherez Vickers
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP