Mont d’an endalc’had

Bren (fuzuilh-vindrailher)

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant CZ 805 BREN.
Fuzuilh-vindrailher Bren


Ur fuzuilh-vindrailher Bren Mk I.
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare Fuzuilh-vindrailher
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù
Munisionoù .303 British
7,62 × 51 mm NATO
7,92 × 57 mm (e Sina e-pad an Eil Brezel-bed)
.280 British (kentpatromoù)
Produerien Arsanailh Enfield
Monotype
Inglis (Kanada)
Arsanailh Ichapore (India)
Lithgow Small Arms Factory (Aostralia)
Mare implij 1938 - 1992 (Rouantelezh-Unanet)
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 10,35 kg (Mk I hag Mk II)

8,68 kg (Mk III hag Mk IV)

Mas (karget) 11,25 kg (Mk I hag Mk II)

9,75 kg (Mk III hag Mk IV)

Hirder 1.160 mm (Mk I hag Mk II)

1.090 mm (Mk III hag Mk IV)

Hirder ar c'hanol 635 mm

Lusk-tennañ 500 tenn/mn
Hed-tenn pleustrek 550 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 743 m/s
Endalc'h Kargerioù fiñv 30 pe 100 kartouchenn
Karger fiñv 20 kartouchennoù evit adstummoù zo er c'halibr 7,62 mm
Adstummoù Mark I, Mark II, Mark III, Mark IV
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Bren (pe BREN) zo ur fuzuilh-vindrailher breizhveuriat. Deveret eo eus ar ZB-30 tchekoslovak. Implijet e vez abaoe 1937 er British Army ha pevar adstumm nesañ anezhi a zo bet produet. Dont a ra hec'h anv eus an daou lec'h m'eo bet ijinet, BR evit Brno (Tchekoslovakia) hag EN evit Enfield, un arondisamant eus Londrez ma oa staliet ar Royal Small Arms Factory ennañ.

Soudard an arme kanadian o tougen ur Bren da vare an Eil Brezel-bed.

E miz Mae 1935 e tapas ar Rouantelezh-Unanet an aotre da broduiñ an arm tchekoslovak ZBG-34. Kemmoù a voe degaset, evel implij ar c'halibr .303 British e-lec'h ar 7,92 × 57 mm tchek. 280.000 Bren a voe produet gant arsanailh Enfield e-pad an Eil Brezel-bed. Skouerennoù all a voe graet gant ar strollad Monotype, en India vreizhveuriat (arsanailh Ichapore), e Kanada (John Inglis & Co) hag en Aostralia (Lithgow Small Arms Factory). Pourveziet e voe ar Gevredidi, Sina hag an emsavioù Rezistañs en Europa gant fuzuilhoù-mindrailher Bren.

Brudet e oa ar Bren evit bezañ solut ha fiziapl. Produet e voent eus 1938 betek 1958. Goude ar bloavezh-se e voe treuzfurmet lod anezhe evit ar munision 7,62 × 51 mm standart en AFNA. Implijet e voent e brezel Indez-Sina, brezel Korea, brezel an Inizi Maloù pe brezel ar Pleg-mor.

Pevar stumm eus an arm a voe produet (Mark I da Mark IV, a-wechoù berraet e Mk). Disheñvel e oa o hirder ha munudoù all. An daou gentañ anezhe, ar Mark I hag ar Mark II, a voe roet d'an droadeien. Ar Mark III hag ar Mark IV a oa bet savet evit an harzlammerien. Ar Bren a servijas ivez evel arm a-enep ar c'hirri-nij e-bourzh ar Bren Carrier.

  • (fr) Martin J. Dougherty, Armes à feu : encyclopédie visuelle, Elcy éditions, 304 p.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan