Mont d’an endalc’had

Lewis (fuzuilh-vindrailher)

Eus Wikipedia

Fuzuilh-vindrailher Lewis
Skeudenn ar pennad Lewis (Fuzuilh-vindrailher)

Ur fuzuilh-vindrailher Lewis Mk I.
Kinnig
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher aotomatek
Munisionoù Stummoù nesañ
.303 British
.30-06 Springfield
Stummoù all
7,92 × 57 mm Mauser
7,62 × 54 mm R
Produerien Birmingham Small Arms
Savage Arms
Bloavezh krouidigezh 1911
Mare implij 1914 - 1953 (Rouantelezh-Unanet)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 13 kg
Hirder 1.283 mm
Hirder ar c'hanol 673 mm
Perzhioù all
Lusk-tennañ 500 - 600 tenn/mn
Hed-tenn pleustrek 800 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 744 m/s
Endalc'h Kargerioù ront 47 pe 97 kartouchenn
Stummoù nesañ Mark I, Mark II
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Al Lewis zo un fuzuilh-vindrailher ijinet e 1911 er Stadoù-Unanet met produet en Europa hepken[1]. Unan eus an armoù-tan brudetañ implijet gant armeoù ar Rouantelezh-Unanet da vare ar Brezel-bed Kentañ eo[2].

Soudarded aostralian o tennañ war ur sibl en oabl e Ypres gant ul Lewis, da vare ar Brezel-bed Kentañ.

Ijinet e voe e 1911 gant Isaac Newton Lewis[2], a oa koronal e arme ar Stadoù-Unanet, diwar dresoù armoù aotomatek en doa savet asambles gant Samuel McClean a-raok 1909. Lewis a zegasas ur sistem-yenaat dre aer, ha lakaat a reas skouerennoù eus e arm, kambret e .30-06 Springfield, da vezañ produet gant Savage. Ne zeuas ket a-benn da werzhañ e fuzuilh-vindrailher d'an arme stadunanat, ha kuitaat a reas an arme evit mont da Europa. Eno e klaskas da gentañ lakaat e arm da vezañ produet e Liège. Mont a reas goude da Londrez, ha plijout a reas e fuzuilh-vindrailher d'an arme vreizhveurat. Un nebeud miliadoù a skouerennoù a voe urzhiet ganti e 1914. Adkambret e voent e .303 British ha produet gant BSA[3], dindan an anv Lewis Mark I.

Pa badas ar brezel e voe produet ouzhpenn 147.000 Lewis gant BSA[4]. A-benn ar fin e voe implijet ivez gant armeoù ar Stadoù-Unanet ha Kanada adalek 1917. Ur stumm Mark II, skañvaet e sistem-yenaat, a voe savet e 1915 evit bezañ lakaet war-vourzh ar c'hirri-nij[2]. Servijout a reas an arm da vare an Eil Brezel-bed ivez, etre daouarn soudarded broioù ar C'hommonwealth pe reoù an adarme evel an Home Guard dreist-holl[1]. War-dro 200.000 skouerenn anezhañ a voe produet en holl etre 1914 ha 1953.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 243
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) POTTIEZ Luc, La mitrailleuse Lewis, Horizon 14-18 (lennet d'an 09/09/2024)
  3. (fr) GUILLOU Luc, Les armes de la bataille de la Marne, Gazette des Armes n°576, miz Gouere/Eost 2024, pp. 33-34
  4. (fr) Lewis Mark I war Arme et passion (lennet d'an 09/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan