M24 Chaffee

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An M24 Chaffee, anv ofisiel Light Tank, M24, zo un tank lijer stadunanat a voe implijet e fin an Eil Brezel-bed hag e-pad ar brezelioù goude evel Brezel Korea. Implijet e voe ivez gant ar C'hallaoued e-pad ar brezelioù didrevadenniñ evel en Indez-Sina pe Aljeria. Ar Saozon a implijas anezhañ ivez gant an anv Chaffee diwar anv ar jeneral Adna R. Chaffee, Jr.. Hemañ en devoa harpet kalz implij an tankoù en nerzhioù lu stadunanat. Tennet eo bet eus ar servij abaoe pell zo er Stadoù Unanet hag e Breizh-Veur met lod eus ar broioù paour a gendalc'h d'e implij hiziv-an-deiz c'hoazh.

M24 en Italia e miz Ebrel 1945
Chaffees e Masan e-pad Brezel Korea
Un M24 Chaffee e-pad Brezel Indez-Sina