Browning B25
Browning B25 | |
---|---|
Sell a-dost ouzh platinenn ur fuzuilh Browning B25 kalibr 12 | |
Kinnig | |
Bro | Belgia Stadoù-Unanet Amerika |
Mont en-dro | Fuzuilh da wintañ, daou ganol flour dreistlakaet |
Munisionoù | Kalibr 12 Kalibr 16 Kalibr 20 Kalibr 28 Kalibr .410 |
Ijinerien | John Browning Val A. Browning |
Mare ijinañ | 1922-1931 |
Produerien | FN Herstal Browning Arms Company |
Mare produiñ | Stumm kentañ produet e 1931-1940 ha 1948-1960 Adstummoù produet betek hiziv |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,2 kg (kalibr 12) |
Hirder ar c'hanol | 510 mm - 660 mm - 710 mm - 760 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | Betek 30-35 m hervez ar c'halibr |
Endalc'h | 2 gartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Browning B25, anvet ivez Browning Superposed er broioù saoznek, zo ur fuzuilh-chase daou ganol flour da wintañ ijinet gant John Browning. Produet eo bet etre 1931 ha 1960 gant an embregerezhioù FN Herstal da gentañ, ha gant Browning hiziv-an-deiz. Ar fuzuilh poblek kentañ dezhi kanolioù dreistlakaet e voe, hag unan eus an armoù gwerzhetañ e-mesk ar chaseourien en XXvet kantved eo bet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek ar bloavezhioù 1920 e veze savet fuzuilhoù-chase dezhe daou ganol kichen-ha-kichen dreist-holl. Simpl a-walc'h e oa da broduiñ, met ne oa ket an aesañ evit bukañ mat. Fuzuilhoù dreistlakaet a veze produet e Bro-Saoz da skouer, met ker-ruz e oant. E 1922 e krogas John Browning da labourat war un arm a seurt-se. E bal e oa produiñ ur fuzuilh dreistlakaet marc'hadmat. Mervel a reas e miz Du 1926 a-raok gellet peurechuiñ al labour war munudoù 'zo, evel draen an arm[1]. Lakaet e voe ar fuzuilh nevez e gwerzh gant an FN Herstal e 1931. Kambret e oa er c'halibr 12 hepken, hag un draen doupl a oa dezhi. Adalek 1936 e voe gwerzhet ur stumm kambret er c'halibr 16. Val A. Browning, mab John, a gendalc'has gant al labour hag a savas ar sistem evit lakaat un draen nemetken d'an arm. Montet e voe war ar fuzuilhoù produet adalek 1939[2].
An Eil Brezel-bed a lakaas an harz war produiñ ar B25. Pa adkrogas e 1948 e voe kinniget er c'halibr 20 ivez. Adalek ar bloavezhioù 1970 e voe gwerzhet adstummoù anezhi : B125, B325, B425, B525 ha B725. Lod anezhe a voe produet en uzinoù Miroku (Japan) evit klask digreskiñ o c'houst[2]. Ur stumm B15 a voe gwerzhet e-pad un nebeud bloavezhioù adalek 2015[3]. Hiziv-an-deiz ne chom nemet ar B525 hag ar B725 war katalog Browning[4].
Hervez Browning e voe gwerzhet ouzphenn 500.000 B25 etre 1931 ha 1980. Ma ouzhpenner hec'h holl adstummoù e vije bet gwerzhet tost da zaou vilion a skouerennoù anezhi betek bremañ[5].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) HAWKS Chuck, Browning Superposed Shotguns, war lec'hienn an aozer (lennet d'an 09/10/2024)
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) FERRIOL Laurent, Un fusil de légende: le Browning B25, Armocasse (lennet d'an 09/10/2024)
- ↑ (fr) Browning B15, digne successeur du B25 ?, Chasse Passion, 02/03/2016 (lennet d'an 09/10/2024)
- ↑ (en) Hervez lec'hienn Browning (lennet d'an 09/10/2024)
- ↑ (fr) Auto-5, BAR, B25, Hi-Power, 1900 : focus sur 5 armes Browning vendues à plus d’un million d’exemplaires, war lec'hienn Browning (lennet d'an 09/10/2024)