The Church of Jesus Christ of Latter-day Saints
The Church of Jesus Christ of Latter-day Saints, berraet en LDS Church pe Mormon Church, zo un Iliz enep an drinded kristen, adsaverez kristen hag en em wel evel adsavidigezh an Iliz orin savet gant Jezuz-Krist. Staliet eo al lec'h penn en Salt Lake City, Utah, e Stadoù-Unanet Amerika. Emledet eo war ar bed a-benn bremañ. Hervez an Iliz-se ez eus ouzhpenn 16 milion a izili gant 65 000 anezho o vezañ misionerien a youl-vat leun amzer. E 2012, an National Council of Churches en doa embannet e oa an Iliz ar pevare hini o vezañ kristen en SUA, gant 6,5 milion a izili e miz Genver 2018. E-touez al luskad Latter Day Saint savet gant Joseph Smith e penn kentañ an XIXvet kantved amzer an adsavidigezh relijiel stadunanat.