BAR M1918

Eus Wikipedia

Ar pennad-mañ zo diwar-benn ar fuzuilh-vindrailher BAR. Evit an arm-chase, gwelet BAR (karabinenn).

Browning Automatic Rifle Model 1918
Skeudenn ar pennad BAR M1918

Ur fuzuilh-vindrailher BAR M1918A2, ar stumm implijet da vare an Eil Brezel-bed.
Kinnig
Bro Banniel SUA Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Fuzuilh ha fuzuilh-vindrailher aotomatek
Munisionoù .30-06 Springfield (stumm orin)
Produer Colt's Patent Firearms Manufacturing Company, Winchester Repeating Arms Company, Marlin-Rockwell Corporation, New England Small Arms Company, Royal McBee Typewriter Company, IBM, Carl Gustafs Stads Gevärsfaktori, Państwowa Fabryka Karabinów, FN Herstal
Mare implij 1918 – 1973 (en arme amerikan)
Pouez ha muzulioù

(stumm M1918)

Mas (hep kartouchenn) 7,26 kg
Hirder 1.194 mm
Hirder ar c'hanol 610 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 550 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 853 m/s
Lusk-tennañ 550 t/mn
Endalc'h Karger 20 kartouchenn

Ar BAR M1918, pe Browning Automatic Rifle Model 1918, zo ur fuzuilh-vindrailher aotomatek stadunanat ijinet e 1916 ha 1917 gant John M. Browning evit ezhommoù an US Army. Implijet eo bet gant ar soudarded amerikan ha gant broioù all betek ar bloavezhioù 1950[1].

Istor hag implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Val Browning, mab da John Browning, gantañ ur skouerenn eus ar BAR M1918. Luc'hskeudenn tapet war an talbenn e Frañs d'an 19 a viz C'hwevrer 1918.

Abaoe 1910 e laboure John Browning war an arm a oa o vont da vezañ ar BAR M1918. Nebeud a interest a oa bet diskouezet gant an arme amerikan betek ar Brezel-bed Kentañ[2]. E miz Ebrel 1917 e tisklêrias ar vro ar brezel d'an Impalaeriezh Alaman. Da gentañ e voe pourveziet ar soudarded amerikan gant fuzuilhoù-mindrailher gall Chauchat, met divizet e voe reiñ dezhe armoù savet er Stadoù-Unanet tamm-ha-tamm. Ar BAR a voe dibabet er memes bloavezh.

Implijet e voe da gentañ evel ur fuzuilh aotomatek, met he fouez uhel (ouzhpenn seizh kilo) a lakae anezhi da vezañ diaes da zougen ha da implijout e-pad pell. Adalek 1924 e voe ouzhpennet un daoubez da adstummoù ar BAR hag e teuas da vezañ ur fuzuilh-vindrailher[1]. Implijet e voe gant an arme stadunanat betek brezel Korea er bloavezhioù 1950. Gant fuzuilhoù BAR e voe pourveziet nerzhioù ar Su e-pad Brezel Viêt Nam.

Stummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • BAR M1918 : stumm kentañ, implijet gant an American Expeditionnary Forces e 1918 en Europa ;
  • BAR M1922 : stumm implijet etre 1924 ha 1940, dezhañ un daoubez ha kemmoù all ;
  • BAR M1918A1 : kempenn ar stumm M1918 evit degemer nevesadennoù evel an daoubez ;
  • BAR M1918A2 : stumm produet ar muiañ en istor. An embregerezh IBM hag ar bodad embregerezhioù New England Small Arms Company a broduas anezhañ etre 1940 ha 1945 hag implijet e voe e-leizh da vare an Eil Brezel-bed. Pep kevrenn emgann amerikan (12 soudard) a oa pourveziet gant ur BAR e fin ar brezel.

Er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar BAR M1918 a c'haller gwelet pe implijout e meur a c'hoari video, en o zouez reoù ar rummadoù Call of Duty, Medal of Honor pe Battlefield.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (fr) NcNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2022, p. 247
  2. (en) MILLER David, The History of Browning Firearms, The Lyons Press, 2006
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan