Saving Private Ryan

Eus Wikipedia
Saving Private Ryan
Saving-private-ryan-logo.svg
Filmdata
Titl orin : Saving Private Ryan
Bro produiñ : Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Deuet er-maez : 24 a viz Gouhere 1998
Yezh orin : Saozneg, Alamaneg, Galleg
Padelezh (PAL-DVD) : 169 munutenn
Skigner : DreamWorks Pictures
Paramount Pictures
Boujedenn : 72 milion a zollaroù
Korvoder gros : 481.8 zollaroù
Pare
Filmaozer : Steven Spielberg
Produer : Ian Bryce
Mark Gordon
Gary Levinsohn
Steven Spielberg
Skrivagner : Robert Rodat
Sonerezh : John Williams
Rener al luc'hskeudenniñ : Janusz Kamiński
Frammer : Michael Kahn
Aktourien

Tom Hanks
Edward Burns
Matt Damon
Tom Sizemore

Liammoù diavaez

Saving Private Ryan zo ur film brezel stadunanat embannet e 1998. Tremen a ra an traoù e-pad an Eil Brezel-bed, e-pad an dilestradeg en Normandi. Sevener ar film a oa bet Steven Spielberg hag ar senario a oa gant Robert Rodat. Berzh bras en doa graet ar film p'en deus taolet ur sell gwirion war feulster ar brezel hag an emgannoù. Digoradur ar film a bad 27 munutenn, ha diskouez a ra dilestradeg soudarded Stadoù-Unanet Amerika en Omaha Beach, gwelet evit un darn dre zaoulagad ha gant fromoù an dudenn bennañ, ar c'habiten John H. Miller (Tom Hanks).

Goude an dilestradeg, ar film a heuilh ur strollad bihan a United States Army Rangers renet gant ar c'habiten John H. Miller. Ar strolladig (Tom Sizemore, Edward Burns, Barry Pepper, Giovanni Ribisi, Vin Diesel, Adam Goldberg, ha Jeremy Davies) zo kefridiet da adkavout ur soudard harzlammer, ar soudard kentañ klas James Francis Ryan (Matt Damon), hag a zo mab bev diwezhañ ur familh he deus kollet he mibien all er brezel.