.222 Remington
| .222 Remington | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù 7 × 64 mm - .243 Winchester - .222 Remington - .22 Long Rifle | |
| Doareoù | |
| Kalibr | .222 / 5,56 mm |
| Doare douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Mare implij | Abaoe 1959 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 5,7 mm |
| Ø kolier | 6,4 mm |
| Ø skoaz | 9,1 mm |
| Ø korf an douilhez | 9,6 mm |
| Ø strad | 9,6 mm |
| Tevder ar strad | 1,1 mm |
| Hirder an douilhez | 43,2 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 54,1 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 3 - 4 g |
| Tizh ar boled V0 | 895 - 1092 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 1512 - 1590 J |
| Emors | SR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .222 Remington zo ur munision skoet war e dro, savet gant Remington Arms Co. e 1950 evit ar garabinenn-vorailh M722. N'eo ket deveret deus ur munision all, met heñvel a-walc'h eo ouzh unan .30-06 bihanoc'h. Pouez ar bannadelloù a zo alies etre 3,24 ha 3,56 g (50 da 55 greunenn), da chaseal jiboez munut pe evit ar sportoù tennañ da skouer, met a-wechoù e kaver lod a ra betek 5,83 g (90 greunenn). Resis-kenañ eo ar munision-mañ betek 200 metr hag implijet kenañ e vez da chaseal loened gwelet evel noazus (lern, avanked-Spagn) pe c'hoazh yourc'hed chaseet en ur dostaat.
Anvet eo .222 Remington, koulskoude ne ra ket ar vannadell .222" (5,56 mm) rik, .224" (5,70 mm) kentoc'h. An .223 Remington, anvet ivez 5,56 × 45 mm NATO hag a gaver el lod brasañ eus ar fuzuilhoù-arsailh implijet gant broioù AFNA (M4 hag M16, FAMAS), a zo deveret deus an .222 Remington. Ral eo armoù-tan an arme kambret e .222 Remington.
Ne vez ket implijet kalz ar c'halibr-mañ en Amerika ken : eno e raer muioc'h gant an .223 Remington, a zo marc'hadmatoc'h abalamour da stokoù dreist an arme. Poblek-kenañ eo an .222 Remington en Europa, ha dreist-holl e Frañs : er vro-se eo renket er rummad C (munision chaseal) pa vez renket an .223 Remington er rummad B (munision a ranker resev aotre ur prefed da implijout pe da brenañ anezhañ).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP