Mont d’an endalc’had

.270 Winchester

Eus Wikipedia
.270 Winchester


Kartouchennoù .270 Winchester (a-zehou) hag o boled (a-gleiz)
Doare
Kalibr .277 / 7 mm
Doare korf an douilhez kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 7 mm
Ø trogleuziñ 6,9 mm
Ø kolier 7,8 mm
Ø skoaz 11,2 mm
Ø korf an douilhez 11,9 mm
Ø strad 12 mm
Hirder an douilhez 64,50 mm
Hirder ar gartouchenn 84,80 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar vannadell 6 - 10 g
Tizh ar boled V0 900 - 1 098 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 4 500 bar
Energiezh ar vannadell 3 518 - 3 667 J
Emors LR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .270 Winchester, anvet .270 WCF (Winchester Center Fire) ivez, zo ur munision armoù-tan hiniennel ijinet gant an embregerezh Winchester e 1923 ha gwerzhet abaoe 1925, er memes koulz hag ar Model 54. Da gentañ e oa ur stumm wildcat eus an .30-06 Springfield[1].

Poblek-tre eo er Stadoù-Unanet, e-lec'h ma vez implijet evit chaseal bronneged bras evel ar c'hirvi dreist-holl[1]. E Frañs e ra kalz chaseourien chamoezed gantañ abalamour d'e dreug stenn a zo talvoudus evit tennañ a-bell[2].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 114
  2. (fr) DE SAINT-LÉGER Baudoin, Pourquoi utiliser le calibre .270 Winchester ? war Chassons.com, 30/07/2023 (lennet d'an 22/05/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan