Mont d’an endalc’had

.338 Lapua Magnum

Eus Wikipedia
.338 Lapua Magnum
Skeudenn ar pennad .338 Lapua Magnum

Ur gartouchenn .338 Lapua Magnum
Perzhioù
Kalibr .338 / 8,6 mm
Doare skeiñ e-kreiz
Doare korf an douilhez kreuzenn
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 8,61 mm
Ø trogleuziñ 8,36 mm
Ø kolier 9,46 mm
Ø skoaz 13,82 mm
Ø korf an douilhez 14,91 mm
Ø strad 14,93 mm
Tevder ar strad 1,52 mm
Hirder an douilhez 69,20 mm
Hirder ar gartouchenn 93,5 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 12,96 - 19,44 g
Tizh mont e-maez V0 847 - 1 023 m/s
Kargad poultr 80-90 greunenn Norma MRP (5,2 - 5,8 g)
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 4 200 bar
Energiezh ar vannadell 6 782 - 6 973 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C
Un .338 Lapua Magnum keñveriet gant un .338 Norma Magnum.

An .338 Lapua Magnum (anvet ivez 8,6 × 70 mm hervez ar CIP)[1] zo ur munision savet evit fuzuilhoù-resisted an arme. Krouet eo bet gant Nammo Lapua Oy hag an embregerezh finlandat Lapua e 1989.

E deroù ar bloavezhioù 1980 e klaske an US Marines Corps ur munision fuzuilhoù-resisted gouest da dreuziñ ar jiletennoù a-enep boledoù da 1000 metr. E 1983 e krogjont da labourat war ar raktres-se hag e 1985 e voe amprouet ur munision nevez. Mat e oa an disoc'h met gwelloc'h e kavas ar Marines kenderc'hel d'ober gant ar c'hartouchennoù .50 BMG standart e AFNA. Divizout a reas an embregerezh Lapua kenderc'hel e-unan gant diorren ar munision asambles gant an embregerezhioù SAKO hag Accuracy International. Ar gevrat kentañ sinet evit ar munision a voe e 2008 evit an L115A3 saoz. Hiziv an deiz e vez implijet muioc'h-mui an .338 Lapua Magnum e plas ar 7,62 × 51 mm e armoù resisted abalamour d'e c'halloud uheloc'h.[2] Er brezel etre Ukraina ha Rusia e vez implijet kalz gant an dennerien-resisted ukrainat a feur ma vez cheñchet o armoù soviedel gant reoù pourvezet gant broioù an AFNA, evel ar Barrett MRAD da skouer.[3]

Ijinet eo bet evel ur munision a-enep tud, met gellet a raer ober gantañ a-enep dafar, evit karbedoù skañv da skouer. Meur a arm a vez kambret gant ar c'halibr-mañ bremañ, evel ar fuzuilh Accuracy International AWM, an FN Ballista pe ar McMillan Tac-338.

Roadennoù ar vannouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur vezañ implijet gant sniperien war tachennoù-brezel en deus diskouezet ar munision-mañ bezañ efedus-tre. E 2009 e voe lazhet gant ur soudard saoz daou daliban da 2.475 metr e Afghanistan, o tennañ gant ur fuzuilh L115A3 Long Range Rifle kambret e .338 Lapua Magnum.

Tri fouez a gaver : 200, 250 ha 300 greunenn (12,96, 16,20 ha 19,44 gram). Efedus eo ar munision betek ouzhpenn 1.500 metr gant ur boled 300 greunenn.

Munision Hirder ar c'hanol Tizh o vont e-maez Energiezh fiñvek
.338 Lapua Magnum

200 greunenn

(12,96 g )

700 mm 1 005 m/s 6545 J
.338 Lapua Magnum

250 greunenn

(16,20 g )

700 mm 899,16 m/s 6548,76 J
.338 Lapua Magnum

300 greunenn

(19,44 g )

700 mm 786 m/s 6010,85 J

Ouzhpenn 30 vro a ra gant ar munision-mañ en o fuzuilhoù-resisted, ar Rouantelezh-Unanet en o zouez.

  1. (fr) Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
  2. (fr) STENG E., Tir de précision militaire : les tendances actuelles, Cibles HS n°41, Nevez-amzer 2024, p. 6-14
  3. (fr) L'évolution du tir de précision en Ukraine, 13/01/2024 (lennet d'ar 04/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan