Barrett MRAD
| Barrett MRAD | |
|---|---|
Stumm hep binvioù ar Barrett MRAD | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-resisted |
| Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
| Munisionoù | |
| Produer | Barrett Firearms Company |
| Mare implij | Abaoe 2012 |
| Pouez ha muzulioù (stumm kinniget d'ar SOCOM) | |
| Mas (hep kartouchenn) | 6,7 kg |
| Hirder | 1.190 mm |
| Hirder ar c'hanol | 620 mm |
| Perzhioù all | |
| Hed-tenn pleustrek | 1.500 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | Hervez ar c'halibr |
| Endalc'h | Karger fiñv 10 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Barrett MRAD (evit Multi-Role Adaptive Design) zo ur fuzuilh-resisted produet gant an embregerezh stadunanat Barrett abaoe 2010. Dibabet eo bet gant un nebeud unvezioù amerikan evel fuzuilh sniper.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2009 en doa embannet ar SOCOM stadunanat ur c'haier-kargoù evit kaout ur fuzuilh-resisted nevez. Betek-neuze e rae an Nerzhioù Ispisial amerikan gant fuzuilhoù Barrett M82, kambret e .50 BMG nemetken. An embregerezh Barrett a ginnigas un arm nevez skañvoc'h (6,7 kg gant e zafar), gouest da dennañ resis betek 1.500 metr, dezhañ kanolioù a c'hallec'h cheñch buan evit azasaat an arm ouzh doareoù-implij disheñvel en emgannoù[1]. Gellet a ra bezañ implijet gant meur a galibr, en o zouez an .338 Lapua Magnum hag ar 6,5 mm Creedmoor a zo tamm-ha-tamm o kemer plas ar 7,62 × 51 mm e standart an AFNA evit ar fuzuilhoù-resisted.
E 2019 ez eus bet sinet ur gevrat 50 milion a zolaroù gant ar SOCOM evit pourvezañ e soudarded gant fuzuilhoù MRAD. AN US Army hag an US Marines a zo dedennet evit ober kemend-all[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) LANGSTON Jay, Barrett MRAD .338 Lapua Mag, war Tactical-life, 02/04/2011 (lennet d'ar 05/07/2024)
- ↑ (fr) LAGNEAU Laurent, Les forces américaines vont équiper leurs tireurs d'élite avec des nouveaux fusils multicalibres, war Opex360, 15/03/2020 (lennet d'ar 05/07/2024)