Mont d’an endalc’had

Barrett M82

Eus Wikipedia
Barrett M82
Skeudenn ar pennad Barrett M82

Barrett M82
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mont en-dro Fuzuilh-resisted damaotomatek enepdafar hag enepden
Munisionoù 12,7 × 99 mm
.416 Barrett
Produer Barrett Firearms Manufacturing
Mare sevel 1980
Mare implij Abaoe 1982
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 13,5 kg
Hirder 1.219 mm
Hirder ar c'hanol 737 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 1.800 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 853 m/s
Endalc'h Karger fiñv 5 pe 10 kartouchenn

Ar Barrett M82 zo ur fuzuilh damaotomatek enepdafar savet e 1980 gant Ronnie Barrett. Implijet e vez gant arme Stadoù-Unanet Amerika ha meur a vro all abaoe fin ar bloavezhioù 1980. Savet eo bet tro-dro d'ar gartouchenn c'halloudus .50 BMG, a c'hall toullañ aes ur c'heflusker pe pezhioù kirri-nij da skouer. Implijet e vez ivez evel fuzuilh-resisted evit tizhout enebourien da ouzhpenn 2.000 metr. Un daoubez zo dezhi abalamour d'he fouez uhel (war-dro 14 kg hervez an adstummoù). Ur starderez c'halloudus a gaver ouzh beg he c'hanol evit kempouezañ hec'h argil uhel.[1]

  1. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.171
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan