Colt Single Action Army
| Colt Single Action Army | |
|---|---|
Ur revolver Colt Single Action Army savet e 1956 | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Revolver, platinenn un-ober |
| Munisionoù | .45 Colt (da gentañ) Meur a galibr all goude, eus an .22 Long Rifle d'ar .45 ACP |
| Produer | Colt |
| Bloavezh krouidigezh | 1872 |
| Mare servij | 1873 - 1945 (Stadoù-Unanet) |
| Niver produet | War-dro 457.000 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas | 1.048 gram |
| Hirder | 330 mm |
| Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D (skouerennoù kentañ), B (adalek an niverenn serienn 192.000 ha/pe gant ar meneg "SA" en niverenn)[1] |
Ar Colt Single Action Army, anvet ivez SAA, Model P, M1873 pe Peacemaker (Peoc'haer) zo ur revolver un-ober savet e 1872 evit gouarnamant Stadoù-Unanet Amerika gant ar Colt's Patent Firearms Manufacturing Company (anvet bremañ Colt's Manufacturing Company). Arm-dorn standard an U.S. Army e voe eus 1873 betek 1892.
Poblek e voe ar Colt SAA e dibenn an XIXvet kantved e SUA e-mesk ar boliserien, an dorfedourien hag ar c'howboyed. Un arouez eo eus astenn ar vro war-zu ar c'hornôg. Meur a adstumm anezhañ a zo bet kinniget, e 30 kalibr disheñvel hag hirderioù kanol a bep seurt. Ur pezh dastumadeg eo deuet da vezañ ha gwerzhet e vez skouerennoù nevez gant an embregerezh Colt c'hoazh.[2]
E 2011 e voe dibabet ar Colt SAA evel arm ofisiel Arizona goude ur votadeg gant Sened ar Stad.[3]

Implijerien vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a zen brudet en deus implijet ar Colt SAA en istor, en o zouez :
- George Armstrong Custer (1839 - 1876), komandant amerikan lazhet en emgann Little Bighorn a-enep da indianed Lakota ha Cheyen ;
- an torfedour amerikan Robert LeRoy Parker (1866 - war-dro 1908), anavezetoc'h dindan e anv Butch Cassidy[4];
- ar jeneral amerikan George S. Patton (1885 - 1945), a gustume dougen ur revolver Single Action Army dezhañ ul lamm olifant engravet[5].
- an aktour stadunanat John Wayne (1907 - 1979) a implije kalz ar revolver en e filmoù western[6].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Le classement du Colt Modèle 1873 "Single Action", 01/09/2023 (lennet d'ar 06/03/2024)
- ↑ (en) Colt Single Action Army war lec'hienn an embregerezh Colt (lennet d'ar 06/03/2024)
- ↑ (en) Arizona gets an official state gun, 30/04/2011 (lennet d'ar 06/03/2024)
- ↑ (en) DOBUZINSKIS Alex, Wild ! Butch Cassidy's Gun draws $175,000 auction bid, embannet d'an 02/10/2012 (lennet d'ar 06/03/2024)
- ↑ (fr) RONDEAU Benoît, Les revolvers de Patton, 28/04/2018 (lennet d'ar 06/03/2024)
- ↑ (en) Pajenn an aktour war lec'hienn an IMFDB (lennet d'ar 06/03/2024)