MAB F
| MAB F | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek / un-tenn |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munisionoù | .22 Long Rifle |
| Mare produiñ | 1950 - 1963 |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep kartouchenn) | War-dro 0,900 kg |
| Hirder | 270 mm (stumm e ganol 153 mm) |
| Hirder ar c'hanol | 68 mm, 104 mm, 115 mm, 150 mm, 153 mm, 173 mm, 180 mm ha 185 mm hervez an adstummoù |
| Perzhioù all | |
| Hed-tenn pleustrek | 50 m |
| Endalc'h | Karger fiñv 10 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar MAB Modèle F zo ur bistolenn damaotomatek .22 Long Rifle produet gant an embregerezh euskarat Manufacture d'Armes de Bayonne etre 1950 ha 1963. War-dro 30.000 skouerenn anezhi a zo bet graet[1]. Ur stumm anezhi a voe gwerzhet e Stadoù-Unanet Amerika dindan an anv Le Chasseur (ar chaseour).[2]
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar MAB F zo awenet gant ar Colt Woodsman hag ar Star Modelo F, ur bistolenn ganet en Euskal Herria ivez. Un arm savet evit ar sportoù tennañ eo. Ul loc'henn a gaver war he c'hulasenn evit stankañ anezhi ha lakaat ar bistolenn da vezañ un-tenn. Ur c'harger 10 kartouchenn war ur golonenn a c'haller lakaat en he dornikell. Un draen eeun zo dezhañ, war-dro 0,95 kg he fouez-loc'hañ[1]. Brudet eo he gwikefre evit bezañ fiziapl[2].
Daou zoare eus an arm a gaver : an Type 1 (1950-1954) hag an Type 2 (1954-1963). War an eil doare e kaver ul loc'henn evit stankañ ar gulasenn war an adreñv.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) BUFFALOE Ed, The MAB Model F Pistol
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) LUCOT Julien, Le MAB "F" Type 2 : un pistolet vintage, e Cibles n°646, miz Ebrel 2024, pp. 72-75
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) MAB Modèle F war littlegun.info (lennet d'ar 14/07/2024)