Mont d’an endalc’had

Emors (munisionoù)

Eus Wikipedia
Kartouchenn 8 mm Lebel. E-kreiz he strad e weler an emors, e diabarzh ar c'helc'h ruz (skeudenn a-zehou).

Emors ur munision eo an elfenn savet gant danvez-tarzh a lak kargad-poulzañ ar munision (poultr peurliesañ) da darzhañ. Er c'hontrol d'ar poultr eo uhel galloud-terriñ an emors, pa n'eo ket e bal produiñ gaz.

Armoù-tan hiniennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En armoù-tan european eus fin ar Grennamzer, ha betek deroù an XIXvet kantved, implijet e veze un ivinad poultr du evel emors. Met ne oa ket efedus pa oa gleb, ha ret e oa ensoc'hañ ar poultr emorsiñ en arm just a-raok an tenn peurliesañ.

E fin ar bloavezhioù 1830, a-drugarez da labourioù tud evel Alexander John Forsyth pe Jean Lepage, ijinet e voe kapsulennoù bihan enne fulminat merkur (Hg(CNO)2) ha klorat potasiom (KCIO3) evit emorsiñ ar poultr du. Platinennoù-skeiñ a vez graet eus platinennoù an armoù savet en doare-mañ, a voe implijet e eil ha trede kard an XIXvet kantved dreist-holl. Ar fulminat merkur a andure gwelloc'h ar glebor, met krignus e oa ar c'hlorat potasiom evit metal an armoù, hag evit ar metal evel al laton a voe implijet er c'hartouchennoù diwezhatoc'h. Ne oa ket chalus-tre evit armoù karget dre o beg, abalamour ne veze implijet kartouchenn ebet enne, hag abalamour e veze gwarezet un tamm diabarzh ar c'hanol gant ar restachoù poultr a chome ennañ goude pep tenn[1].

E eil hanter an XIXvet kantved e voe diorroet ar c'hartouchennoù metal kentañ, ha kudennoù a savas ar c'hlorat potasioù pa grigne ar c'hartouchennoù. E 1901 e voe ijinet ar c'hartouchennoù kentañ enne emorsoù nann-grignus (Rostfrei) gant an embregerezh alaman RWS. Savet e oa o emors gant 39% fulminat merkur, 41% nitrat bariom (Ba(NO3)2), 9% sulfidenn antimoan, 5% trenkenn bikrek, ha 6% gwer malet[1]. Ar c'henaoz-mañ a voe adimplijet adalek 1927 gant embregerezhioù stadunanat dindan anvioù a bep seurt evel Remington (Kleanbore), Winchester (Staynless) ha Peters (Rustless).

Abaoe eil hanterenn an XXvet e vez lakaet stifnat plom (PbN6) en emorsoù e plas ar fulminat merkur, a-drugarez d'ur c'henaoz breouet gant ar c'himiour alaman Edmund von Herz e 1932[1].

Douilhezioù dezhe toulloù evit emorsoù Berdan (a-gleiz) ha Boxer (a-zehou). Gwelet a raer, eus an nec'h d'an traoñ, an douilhez eus a-us, troc'het, ha deus ar strad.

Emors ar c'hartouchennoù skoet war o zro a vez enbarzhet e bourled ar gartouchenn. Ur wech implijet ar gartouchenn, n'haller ket adlakaat un emors nevez evit adkargañ an douilhez.

Emorsoù ar c'hartouchennoù skoet en o c'hreiz a c'haller cheñch anezhe goude o implij. Kapsulennoù bihan int. Daou zoare emorsoù a gaver, ar Berdan hag ar Boxer. Disheñvel eo an daou diouzh ar mod ma vez treuzkaset nerzh o zarzhadenn e korf an douilhez. An emorsoù doare Boxer eo ar re a vez implijet gant ar braz eus ar munisionoù hiziv an deiz, hag aesoc'h int da adkargañ evit ar re Berdan ivez[2].

Mentoù ar braz eus an emorsoù a zo standart hiziv an deiz :

  • SP : Small Pistol
  • SPM : Small Pistol Mag
  • LP : Large Pistol
  • LPM : Large Pistol Mag
  • SR : Small Rifle
  • LR : Large Rifle
  • LRM : Large Rifle Mag
  • BLR / BSR : Berdan

Taolenn ar munisionoù nesañ hervez o doare emors[3]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emors Munision
SP : Small Pistol 6,35 mm Browning, 7,65 mm Parabellum, .32 S&W Short, .32 S&W Long, .38 Special, .40 S&W, 9 mm Parabellum, 9 × 18 mm Makarov
SPM : Small Pistol Mag .357 Magnum
LP : Large Pistol .44 Remington Magnum, .44 Russian, .44 Special, .45 ACP, .45 Colt, 8 mm Nambu
SR : Small Rifle .22 Hornet, .222 Remington, .223 Remington, .30 Carbine
LR : Large Rifle .243 Winchester, 6,5 mm Creedmoor, .30-06 Springfield, .303 British, .30-30 Winchester, .308 Winchester, .408 CheyTac, .44-40 WCF, 6,5 × 50 mm Arisaka, 7,62 × 39 mm, 8 mm Lebel, 8 × 57 mm Mauser
LRM : Large Rifle Mag .300 Winchester Magnum, .338 Lapua Magnum
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) MALFATTI René, Manuel de rechargement n°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, pp. 11-12
  2. (fr) LAMOTHE Arnaud, Guide pratique des armes à feu, 2025, ISBN 979-104156214-5, p. 26
  3. (en) Hervez Primer size and bullet diameter chart pellgarget war lec'hienn ar produer Graf and Sons (18/05/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan