.30 Carbine
.30 Carbine | |
---|---|
Ur gartouchenn .30 Carbine | |
Perzhioù | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Mare implij | 1942 - bloavezhioù 1970 (e armeoù ar Stadoù-Unanet) |
Doare | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,82 mm |
Ø trogleuziñ | 7,62 mm |
Ø kolier | 8,53 mm |
Ø korf an douilhez | 9,06 mm |
Ø strad | 9,14 mm |
Tevder ar strad | 1,3 mm |
Hirder an douilhez | 32,8 mm |
Hirder ar gartouchenn | 42,7 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 7 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 610 m/s |
Energiezh ar vannadell | 1 311 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An .30 Carbine, anvet ivez 7,62 × 33 mm pe 7,62 US, zo ur munision armoù-tan hiniennel ijinet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1940 gant an embregerezh Winchester evit ezhommoù arme ar Stadoù-Unanet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok an Eil Brezel-bed e savas c'hoant gant an arme stadunanat da bourvezañ ar soudarded na oant ket war al linennoù kentañ (kanolierien, keginerien da skouer) gant un arm resisoc'h evit ar Colt M1911 a-bell, met skañvoc'h evit ar fuzuilh M1 Garand pe ar bistolenn-vindrailher Thompson. Evel-se e voe krouet ar garabinenn M1. Eviti e voe klasket sevel ur munision nevez ivez, ha ganet e voe ar c'hartouchennoù .30 Carbine e 1942 en ur ouzhpennañ ur greuzenn d'ar munisionoù .32 Winchester Self-Loading bet ijinet e 1906. Mat e oa an .30 Carbine evit bezañ tennet en un arm-skoaz, met ne oa ket resis-tre a-bell abalamour ne oa ket da vezañ implijet evit se hervez palioù ar garabinenn nevez.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-bouez ar garabinenn M1, n'eus ket kalz armoù kambret evit an .30 Carbine. Kalz anezho a zo pimpatromoù armoù kinniget er bloavezhioù 1940 pe 1950, evel ar Garand Carbine, an Thompson Light Rifle, pe ar CEAM Modèle 1950, unan eus ar fuzuilhoù-arsailh kentañ bet ijinet e Bro-C'hall.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP