M1 (karabinenn)
M1 Carbine | |
---|---|
![]() Ur garabinenn M1 | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Karabinenn damaotomatek / aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 7,62 × 33 mm (.30 Carbine) |
Produerien | Winchester Repeating Arms Company, Inland Mfg. Division and Saginaw Steering Gear Division of General Motors, Underwood, IBM, Rock-Ola Manufacturing, National Postal Meter, Standard Products Co., Quality Hardware Co. |
Mare implij | 1942–1973 (Stadoù-Unanet) |
Skouerennoù | 6 332 000 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 2,36 kg |
Mas (karget) | 2,52 kg |
Hirder | 904 mm |
Hirder ar c'hanol | 458 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 275 m (300 yards) |
Lusk tennañ | 30 tenn/min |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 750 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 15-30 kartouchenn |
Adstummoù | M1A1, M1A3, M2 et M3 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar garabinenn M1 (M1 Carbine e saozneg) zo un arm-skoaz bet produet gant Winchester hag embregerezhioù all adalek miz Gwengolo 1941. E-pad an Eil Brezel-bed e oa bet an arm hiniennel produetañ gant industrielezh Stadoù-Unanet Amerika (6.332.000 a skouerennoù).
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar Brezel Bed Kentañ en doa gwelet an US Army ne oa ket efedus ar bistolenn Colt M1911 etre daouarn soudarded al linennoù a-dreñv. Goulenn a reas e 1938 e vije savet ur garabinenn damaotomatek skañv, aes da implijout, a c'hallje kemer plas pistolenn ar soudarded ne oa fuzuilh ebet gante (M1 Garand pe Springfield M1903)[1]. An ofiserien, ar vindrailherien, ar geginerien, ar vleinerien hag an holl soudarded ne oa ket o labour nesañ en em gannañ a c'hallje evel-se kaout un arm resis goude 20 metr, er c'hontrol d'ar bistolenn. Implij an harzlammerien gant an Alamaned da vare Blitzkrieg 1940 a gendrec'has ivez an Amerikaned e oa ret kaout un arm skañv (dindan 2,3 kg) ha gouest da dennañ war-hed 270 metr evit pourveziañ soudarded ar strolladoù-se[2]. Meur a saver armoù a ginnigas raktresoù. Hini Winchester az eas ar maout gantañ a-enep an Thompson Light Rifle ha reoù all.
Gwikefre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tamm heñvel e c'hall seblant an M1 ouzh an M1 Garand, koulskoude n'eo ket ur stumm berraet anezhañ. Ar piston tennañ gazoù da skouer a zo bet savet a-ratozh-kaer evitañ gant an ijinour William Marshall. Tennañ a ra ur munision .30 Carbine (7,62 × 33 mm), dezhañ ur galloud etre reoù boledoù pistolenn ha fuzuilh.
Produerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Produerezh e-pad ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Winchester a c'hounezas ar galv evit ar garabinenn nevez met n'halle ket produiñ an holl skouerennoù goulennet (800.000 da gentañ, ouzhpenn 6.000.000 goude). Un taol-kaer e voe dasparzhañ al labour etre an holl embregerezhioù a broduas pezhioù an arm adalek miz Gwengolo 1941. En o zouez e oa General Motors, IBM, Underwood (produer skriverezed), Rock-Ola (produer juke-boxes) hag Inland (a savas ar brasañ niver a skouerennoù eus an M1).
Abalamour d'an eskemm pezhioù etre an embregerezhioù o deus ar c'harabinennoù M1 un niverenn-steudad nemeti skrivet war voest o c'hulasenn, pa veze skrivet war pep pezh eus an armoù all d'ar poent-se. Dre se eo diaes gouzout hag eo a-orin holl bezhioù un M1. Ouzhpenn-se ez eus distroet meur a skouerenn anezhe d'an arsanailhoù evit bezañ kempennet pe gwellaet oc'h ouzhpennañ elfennoù dezhe : kouch, surentez, morailh ar c'harger...
Produerezh goude ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]10.000 skouerenn eus ar garabinenn zo bet produet e Japan gant an embregerezh Howa evit marc'had Azia. Israel en deus produet adstummoù eus an USM1 evit o folis hag o soudarded n'o doa ket ezhomm eus fuzuilhoù-arsailh. O lammoù plegus zo graet en un danvez sintetek. Un nebeud embregerezhioù amerikan a brodu c'hoazh karabinennoù M1 a galite. Kargerioù 15 ha 30 tenn a vez savet e Korea ar Su.
Dre ma oa bet produet kalz skouerennoù eus an M1 e-pad ar brezel eo aes kavout pezhioù distag.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Buan e plijas ar garabinenn d'ar soudarded. Skañvoc'h e oa evit ar fuzuilh M1 Garand, uheloc'h hec'h endalc'had (15 kartouchenn a-enep 8), met berroc'h hec'h hed-tenn (300 m a-enep 800 m). Pourveziet e voe an harzlammerien ganti hag e tiskouezas bezañ talvoudus d'ar Marines e brezel ar Meurvor Habask peogwir ne vergle ket he munisionoù .30 Carbine e glebor ar janglenn. Lesanvet e voe an arm "Baby" (babig) en arme stadunanat abalamour d'e vent izeloc'h evit armoù-skoaz all ar mare[1].
Pourveziet e voe ivez rezistañted Bro-C'hall ganti. Priziet e oa evit hec'h implij aes en oberioù guerilla. An Alamanted o-unan a zivizas implijout anezhi dindan an anv Selbstladekarabiner 455 (a) ur wech ma voe rastellet un niver a skouerennoù uhel a-walc'h gante. Priziet e oa gant ar Wehrmacht koulz gant an SS ha kartouchennoù a voe produet gant Alamagn evit pourveziañ anezho.
Implijet e voe e meur a vrezel gant an Amerikaned betek ar bloavezhioù 1960 ha gant o c'hevredidi betek ar bloavezhioù 1970 : Bro-C'hall, Su Viêt Nam, Korea ar Su, Beljia, ar braz eus broioù Suamerika hag un nebeud broioù en Afrika.[3]. Gant Frañs e voe implijet an M1 e brezelioù Indez-Sina ha Aljeria. Ar Police Judiciaire a viras skouerennoù betek ar bloavezhioù 1990 abalamour da c'halloud izel he munisionoù, a gorde gant o ezhommoù.

Stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- M1 kentañ hag eil stumm, disheñvel o c'houch reolius an eil (100 ha 250 m) diouzh egile (50, 75, 100 ha 250 m).
- M1A1 : stumm evit an harzlammerien. Tost ouzh an M1 met dezhañ ul lamm plegus e metal. 150.000 skouerenn produet.
- M2 : stumm aotomatek, cheñchet evit gellet tennañ 750 tenn / munutenn. Ar c'harger zo brasoc'h (30 kartouchenn) ha kromm. Produet e voe 500.000 skouerenn eus an M2 adalek miz Ebrel 1945, re ziwezhat evit servijout war talbenn Europa, met implijet e voe e emgannoù diwezhañ er Meurvor Habask[1]. Stummoù M1 a oa bet ivez treuzfeurmet e M2 a-drugarez d'ur kit T17. O fust a oa didoullet evit yenaat an arm buanoc'h ;
- M3 : stumm evit tennañ a-bell diouzh noz, montet warnañ ar sistem bukañ isruz Bell & Howell M2 Sniperscope (pe T120). Produet e voe 1.900 skouerenn eus an M3 nemetken adalek miz Eost 1945. Implijet e voe e brezel Korea dreist-holl.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) LARSON R.C., Comprehensive guide MI CARBINE, Roger Larson, 2010, 829 p., ISBN 978-0-615-38262-3
- (fr) DOUGHERTY Martin J., Armes à feu, Elcy éditions, p. 140-141, ISBN 9782753205215
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|