Mont d’an endalc’had

Résistance intérieure française

Eus Wikipedia
Résistance intérieure française
armed organisation group, strouezheg, umbrella term
Deiziad krouiñ1940 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
PrezidantCharles de Gaulle Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Lec'hFrañs Kemmañ
Bet erlec'hiet gantProvisional Government of the French Republic Kemmañ
Deiziad kregiñMezheven 1940 Kemmañ
Deiziad echuiñHere 1944 Kemmañ
Deiziad divodañ1944 Kemmañ
Kroaz Lorraine, choazet gant ar Jeneral de Gaulle evel simbol ar Rezistañs[1].

Ar Résistance intérieure française, anvet e Bro-C'hall ar Rezistañs, a vez graet eus hollad ar strolladoù, aozadurioù kuzh o devoa kendalc"het ar stourm e-pad an Eil Brezel-bed a-enep nerzhioù an Ahel hag ar genlabourerien war an tiriad gall etre arsav-brezel an 22 a viz Even 1940 hag an Dieubidigezh e 1944.

Ar stourm-se e oa hini an obererezhioù spiañ, sabotaj pe oberiadurioù milourel a-enep an nerzhioù dalc'hidigezh (dreist-holl an Alamanted) met ivez a-enep nerzhioù Renad Vichy. Bez e oa ivez ul lodenn trevour d'ar stourm, unan nann feuls evel hini ar moullerezhioù kuzh, embann an traktoù, produiñ falspaperioù, aozañ harzoù-labour ha manifestadegoù, krouiñ rouedadoù evit sikour ar brizonidi tec'het, ar re enebet ouzh an STO hag ar yuzevien heskinet.

Strollad Liberté eus Sant-Nazer gwisket gant unwisk ar Bagadoù Stourm ha gant ar Gwenn-ha-du
Komunourien

Bez ez eus ur c'hoant da sevel aozadurioù lec'hel kerkent ha kroget ar Rezistañs. E Breizh, ar c'homunour Auguste Havez (bet sekretour ar strollad kannaded komunour er vodadeg vroadel) a embannas d'an 22 a viz Even 1940 : « [...] Il n'y aura pas de répit avant d'avoir bouté les bottes hitlériennes hors de notre pays [...] ».

Spagnoliz ruz ha du

E Breizh ez eus ul lodenn eus ar Rezistañs a voe savet gant republikaned spagnol, dreist-holl anarkourien ha sokialourien repuet er vro goude Brezel Spagn.

Emsaverien

Emsaverien a bep seurt o deus bet kemeret perzh er Rezistañs.

Republikaned Spagn

Makizoù ar su a zo leun a republikaned spagnol a oa tec'het rak Franco goude Brezel Spagn, milieroù anezho, komunourien (Luis Fernandez, hag all.) pe anarkourien. E Breizh (Roque Carrion, hag all.) pe er Cévennes pe e Poitiers, Bourdel, Angoulême, Avignon, Montélimar, Valence, Annecy. Bez' e oa ur "batailhon Gernika", savet gant repuidi spagnol hag euskarat. Al labourerien estren Main-d'œuvre immigrée (Celestino Alfonso...) a vo diazez hag a zegemero darn eus ar repuidi. Kêr Foix a voe dieubet gant Spagnoliz nemetken.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pharand (2001), pajenn 169.