6,5 × 50 mm Arisaka
| 6,5 × 50 mm Arisaka | |
|---|---|
A gleiz da zehou, kartouchennoù implijet da vare an Eil Brezel-bed :.303 British (Rouantelezh-Unanet), 6,5 × 50 mm Arisaka (Japan) ha .30-06 Springfield (Stadoù-Unanet Amerika) | |
| Doare | |
| Doare korf an douilhez | damvourled |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 6,33 mm |
| Ø trogleuziñ | 6,33 mm |
| Ø kolier | 7,37 mm |
| Ø skoaz | 10,40 mm |
| Ø korf an douilhez | 11,45 mm |
| Ø strad | 12,08 mm |
| Tevder ar strad | 1,14 mm |
| Hirder an douilhez | 51 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 76 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 9 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 770 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 2 950 bar |
| Energiezh ar vannadell | 2 666 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 6,5 × 50 mm Arisaka, anvet ivez 6,5 × 50 mm SR Arisaka pe 6,5 × 51 R (Arisaka) gant ar C.I.P. a oa ar munision standart implijet e fuzuilhoù ha mindrailherezioù an arme japanat eus 1897 betek fin an Eil Brezel-bed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ront e oa boledoù ar 6,5 × 50 mm Arisaka pa voe degemeret ar c'halibr gant an arme japanat adalek 1897. Kemer a rae plas ar munisionoù 8 × 52 mm Murata. Hervez an anv ofisiel e japaneg e veze graet Stumm 30 eus ar munision nevez abalamour dezhañ bezañ bet degemeret da vare 30vet bloavezh ar mare Meiji. E 1907 e voe kemmet ar gartouchenn ha lakaet he boled da vezañ begek (Spitzer) evit gwellaat he ferzhioù bannouriezh. Anvet e voe Type 38 ar munision kemmet. Implijet e veze er fuzuilhoù Arisaka Stumm 38 dreist-holl.
Gwanoc'h e oa ar munision koulskoude evit ar re broduet er memes poent e broioù all (.303 British er Rouantelezh-Unanet pe .30-06 Springfield e Stadoù-Unanet Amerika) ha dilezet e voe en ur mod ofisiel e fin ar bloavezhioù 1930 pa voe dibabet ar fuzuilhoù Stumm 99 hag o munisionoù 7,7 × 58 mm gant an arme. Evit gwir e voe implijet betek 1945 ar fuzuilhoù Arisaka Stumm 38 hag o munisionoù gant lu an Impalaeriezh. Sinaiz a implijas stokoù 6,5 × 50 mm ivez tapet da vare ar brezel a-enep Japan.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP