Arisaka 38
Fuzuilh stumm 38 | |
---|---|
Ur fuzuilh stumm 38 Arisaka | |
Kinnig | |
Bro | Impalaeriezh Japan |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | 6,5 × 50 mm Arisaka (da gentañ), .303 British, 7,62 × 39 mm M43 (adstummoù) |
Produerien | Arsanailhoù Tokyo, Kokura, Nagoya, Jinsen (Incheon), Hoten (Shenyang) |
Skouerennoù produet | War-dro 4 milion |
Mare implij | 1906–1945 (Impalaeriezh Japan) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,190 kg |
Hirder | 1.275 mm |
Hirder ar c'hanol | 797 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 350-450 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 762 m/s |
Endalc'h | Klipoù 5 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An Arisaka Stumm 38 zo ur fuzuilh tennata dre zorn japanat produet etre 1906 ha 1944. Implijet e voe gant an arme japanat betek fin an Eil Brezel-bed, ha gant armeoù all da vare ar Brezel-bed kentañ dreist-holl. Anvet e voe diwar 38vet bloavezh ar mare Meiji en Impalaeriezh Japan.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar brezel etre Japan ha Rusia (1904-1905) e komprenas ar Japaniz e oa sioù gant o fuzuilh Arisaka stumm 30 produet abaoe 1897, evel kartouchennoù hag a darzhe, poultr a chome betek re er gulasenn pe darvoudoù tennañ a bep seurt. An ijinour ha soudard Kijirō Nambu a ginnigas e 1906 ur stumm nevez eus ar fuzuilh, nebeutoc'h a bezhioù ennañ hag aesoc'h da broduiñ neuze. Ur golo a oa montet warnañ da wareziñ an arm diouzh an douar hag ar boultrenn da vare an emgannoù. Ar memes kartouchennoù 6,5 mm Arisaka a veze implijet ennañ.
Stummoù disheñvel eus an Arisaka 38 a voe produet gant ar Japaniz, en o zouez re verroc'h (Stumm 38 berr, Stumm 38 karabinenn), karabinennoù (Stumm 44), fuzuilhoù-sniper (Stumm 97), stummoù produet e Sina (Stummoù 918, 19 ha 66) pe fuzuilhoù ha karabinennoù kaset da Dhailand (Stummoù 83 ha 91). Lod eus an Arisaka 38 a voe adkambret e .303 British gant Estonia etre 1929 ha 1934 pe e 7,62 × 39 mm gant arme Sina goude an Eil Brezel-bed diwar skouerennoù tapet digant Japaniz.
Niver a skouerennoù produet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- arsanailhoù Tokyo : 2.029.000 (1906-1932)
- arsanailhoù Kokura : 495.500 (1937-1941)
- arsanailhoù Nagoya : 312.500 (1932-1942)
- arsanailhoù Jinsen (Incheon) : 13.400 (1942)
- arsanailhoù Hoten (Shenyang) : 148.800 (1937-1944)
E-pad ar brezel etre Sina ha Japan e tiskouezas kalibr 6 × 50 mm Arisaka ar fuzuilh bezañ re wan. Produet e voe adalek 1939 ar fuzuilh Arisaka stumm 99 da gemer he flas met implijet e voe ar stumm 38 betek fin an Eil Brezel-bed gant arme Japan memestra.
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn an arme japanat hag he c'hevredidi thai hag an armoù tapet gant Sinaiz goude an Eil Brezel-bed e voe implijet an Arisaka 38 gant izili an Emglev tridoubl a oa kevredidi da Impalaeriezh Japan da vare ar Brezel-bed Kentañ. 50.000 fuzuilh a voe pourvezet d'ar Royal Navy e fin 1914, a c'hellas kas fuzuilhoù Lee-Enfield d'ar soudarded war zouar. Un urzhiad 30.000 karabinenn stumm 38 a voe graet e miz Kerzu 1914 ivez. 45 milion a gartouchennoù 6,5 mm Arisaka a voe urzhiet gant ar Rouantelezh-Unanet er memes koulz. En holl en em gavas war-dro 100.000 fuzuilh pe karabinenn Arisaka (reoù stumm 30 a oa ivez) etre daouarn ar soudarded vreizhveurat. Adalek dibenn 1915 e voe kemeret o flas tamm-ha-tamm gant armoù Lee Enfield ha kaset ar braz anezhe da Rusia pe roet da strollad Laorañs Arabia.[1]
Impalaeriezh Rusia a resevas a-berzh Japan 280.000 fuzuilh Arisaka 38 etre miz Here 1914 ha miz C'hwevrer 1917, gante tost da 30 milion a gartouchennoù 6,5 mm.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Al lodenn war an Arisaka 38 en teulfilm Les fusils japonais Arisaka de 1897 à 1945 war ar chadenn Le Feu aux poudres, 03/10/2022
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) VALEZ Laurent, Les Arisaka au service des Alliés en 1914-1918, e Gazette des Armes 572, miz Meurzh 2024