Kijirō Nambu
Kijirō Nambu (japaneg : 南部 麒次郎, Nanbu Kijirō), ganet d'an 22 a viz Gwengolo 1869[1] e Domani Saga (Impalaeriezh Japan) ha marvet d'ar 1añ a viz Mae 1949 er memes bro, a oa un ofiser hag ijinour japanat. Brudet eo evit bezañ ijinet armoù-tan e-touez ar re implijetañ gant Japaniz etre deroù an XXvet kantved ha dibenn an Eil Brezel-bed.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Kijirō Nambu e 1869. E dad a oa mevel ur samourai bet. Mervel a reas e vamm un tammig goude e c'hanedigezh. Da 20 vloaz e rollas Kijirō Nambu e Akademiezh Arme Impalaeriezh Japan (陸軍士官学校, Rikugun Shikan Gakkō), hag anvet e voe letanant er c'hanolierezh da 23 bloaz, e 1892. Kabiten e oa deuet da vezañ e 1897 pa voe kaset da rann an armoù skañv en Arsanailh Tokyo[1]. Er memes bloavezh e voe ijinet ar bistolenn damaotomatek japanat kentañ, an Hinō Komuro, gant ar c'habiten Kumazo Hinō hag an armeurer Tomojiro Komuro, met ne reas ket berzh ha nebeut a skouerennoù anezhi a voe produet[2].
Armoù kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1902 e ijinas Kijirō Nambu e bistolenn gentañ, anvet Type A. Un arm ponner e oa, kambret e 8 mm[1]. Savet e oa bet evit an ofiserien japanat oc'h adimplijout perzhioù gwellañ pistolennoù european ar mare evel ar Mauser C96, ar Glissenti Modello 1910 pe armoù-dorn Georg Luger[2]. Nebeutoc'h evit 2 400 skouerenn anezhi a voe produet[1]. Nambu a savas prestik goude ur stumm anezhi kambret e 7 mm evit ar siviled hag ar boliserien anvet Type B. E 1906, pa voe anvet da vajor, e kinnigas un trede stumm modernizaet ha simplaet eus e bistolenn 8 mm anvet Type C pa "Type A kemmet". Muioc'h a verzh a reas hag ouzhpenn 10.000 skouerenn anezhi a voe produet[2]. An teir fistolenn-mañ a vez lesanvet, en urzh, Tad-kozh, Babig ha Tad[1]. Ne vefont ket choazet evel arm standart gant an arme japanat kouskoude.
E penn arsanailh Kokura
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1910 e labouras Nambu war mindrailherezioù evit an arme japanat evel an Type 3 (1914). E 1922 e voe anvet da jeneral-brigadenn hag e teuas da vezañ komanadant arsanailh Kokura. Kinnig a reas ur stumm nevesaet eus e bistolenn Type A kemmet, azasaet ouzh ar produiñ a-yoc'h. Choazet e voe gant an arme japanat e 1925 dindan an anv Type 14. Produet e voe war-dro 282.300 skouerenn eus an arm-mañ betek 1945[2].
Leve, embregerezh ha marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1924 ez eas Nambu war e leve. Sevel a reas e embregerezh armoù-tan prevez, al Labouradeg Armoù Nambu (南部銃器製造所, Nambu Jūki Seizō). Diwar-neuze ec'h ijinas armoù-tan a voe implijet kalz gant an arme japanat e-pad ar brezel e Sina pe an Eil Brezel-bed, evel ar fuzuilh Arisaka Type 99, ar fuzuilh-vindrailher Type 99 pe ar bistolenn-vindrailher Type 100[2]. E dibenn an Eil Brezel-bed e embannas Nambu en doa c'hoant da baouez penn-da-benn gant ar produiñ armoù-tan, met seizet e voe e embregerezh hag e zafar gant Stadunaniz, ha kenderc'hel a reas ar produiñ evit pourveziañ Nerzhioù Emzifenn Japan nevez-krouet. Mervel a reas Nambu un tamm goude, e 1949. Abalamour d'an niver a armoù ijinet gantañ ha d'e bouez war ar rann-mañ eus industriezh Japan e voe lesanvet ar « John Browning japanat » e broioù ar C'hornôg.
Armoù ijinet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pistolennoù Type A, B, C (pe "A kemmet") ha Type 14
- Pistolenn Type 94
- Pistolenn-vindrailher Type 100
- Mindrailherez Type 3
- Mindrailherez Type 92
- Fuzuilh-vindrailher Type 11
- Fuzuilh-vindrailher Type 96
- Fuzuilh-vindrailher Type 97
- Fuzuilh-vindrailher Type 99
- Fuzuilh Arisaka Type 38
- Fuzuilh Arisaka Type 99 hag he stumm karabinenn Arisaka Type 44
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) WALTER John, Nambu Pistols, Japanese Military Handguns 1900-45, Osprey Publishing, 2023, ISBN 9781472855428