Type 100 (pistolenn-vindrailher)
| Pistolenn-vindrailher Type 100) | |
|---|---|
Ur bistolenn-vindrailher Type 100 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Pistolenn-vindrailher |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munision | 8 × 22 mm Nambu |
| Mare ijinañ | 1939 |
| Produer | Arsanailh Nagoya |
| Mare produiñ | 1942–1945 |
| Skouerennoù produet | War-dro 30.000 |
| Perzhioù teknikel (stumm kentañ) | |
| Mas (hep kartouchenn) | 3,7 kg |
| Mas (karget) | 4,2 kg |
| Hirder | 890 mm |
| Hirder ar c'hanol | 228 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 100 - 150 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 335 m/s |
| Lusk-tennañ | 450 tenn/mn |
| Endalc'h | Karger fiñv 30 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An Type 100 a zo ur bistolenn-vindrailher ijinet gant ar Japanad Kijirō Nambu e 1939. Ar bistolenn-vindrailher kentañ produet e Japan e oa, hag an hini nemeti implijet gant Morlu an Impalaeriezh en Eil Brezel-bed[1].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Type 100 zo kambret e 8 × 22 mm Nambu, ur gartouchenn armoù-dorn izeloc'h he galloud evit ar .45 ACP implijet en arme stadunanat er memes mare. He lamm a oa e koad, ha gellet a rae bezañ pleget war adstummoù 'zo[2]. Un daoubez a oa montet dindan kanol adstummoù all evit treuzfurmiñ anezhe e seurtoù fuzuilhoù-mindrailher[3]. Un arm savet-mat hag a galite e oa, met luziet e oa e vont en-dro hag e gempenn[1]. Pourvezet e oa gant ur c'harger-fiñv kromm 30 kartouchenn. Ur vaionetez a c'halle bezañ staget outañ. Implijet e voe gant an arme japanat adalek 1942.
Eil stumm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek 1944 e voe produet ur stumm disheñvel, un tamm hiroc'h, uheloc'h e lusk-tennañ (800 tenn/mn)[3], dezhañ ur c'houch simploc'h, hag aesoc'h da broduiñ abalamour da gudennoù industriezh Japan evit kavout danvezioù kentañ ha labourerien. Daoust da se, ne zeuas ket a-benn arsanailh Nagoya da broduiñ ouzhpenn 30.000 Type 100 e-pad ar brezel. Goude 1945 e servijas etre daouarn poliserien Japan dreist-holl[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) DUBOIS Emmanuel, Arisaka Type 100, Seconde-Guerre.net (lennet d'ar 25/09/2024)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Type 100 Submachine Gun, war lec'hienn an Australian War Memorial (lennet d'ar 25/09/2024)
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 219