Armerezh
An armerezh, pe armdierezh[1], zo un hollad micherioù dezhe o fal sevel, magazennañ, gwerzhañ pe kempenn armoù. Al lec’h ma vez graet an oberioù-mañ a zo e anv un armdi[1], armerezh[2] pe armeuri[3]. Un den a labour e bed an armerezh a zo anvet un armdiour[1][2] pe un armeurer[3].
Micherioù an armerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un armeurer a c'hell sevel un arm dre ijinañ e stumm. Gellet a ra ivez bezañ gouest da ober anezhañ en ur implijout teknikoù labour-dorn a bep seurt (stummañ ar metal, engraverezh war goad pe vetal). An armdiourien a labour er stalioù-armoù a zo gouest da gempenn an armoù, da cheñch o fezhioù ha da reoliañ anezhe, pe e vefe armoù-tan pe armoù gwenn. Peurliesañ e werzhont dafar evit an nerzhioù polis, ar chase hag ar sportoù tennañ.
Gellet a ra an armdiourien labourat evit un embregerezh armoù-tan bras, an nerzhioù-surentez (polis, arme) pe en ur stal vihanoc'h. E Breizh e oa e 2024 un daou-ugent armdi prevez bennak.[4] Evit gellet gwerzhañ pe kempenn armoù e Frañs e ranker kaout un diplom bet en ur skol armerezh en Unaniezh Europa, evel ur CAP (Certificat d'Aptitude Professionnelle) pe ur BMA (Brevet des Métiers d'Arts) kinniget e Saint-Étienne, pe er CES Léon Mignon (Liège).[5]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krog eo Mab-den da sevel armoù evit chaseal pe en em zifenn adalek ar Paleolitik : roudoù eus lec’hioù evit sevel biroù, bouc’haloù ha bouloù e maen eus mare sevenadur Moustier (-300.000 betek war-dro -35.000) zo bet kavet en Europa.[6]
E deroù an Henamzer, en Egipt pe e Mezopotamia, e krog armdiourien da sevel tokarnoù, skoedoù ha klezeoù en arem. Da vare ar Republik e krog ar Romaned da sevel armoù ponneroc’h ha galloudusoc’h evel ar bannerezed hag ar bangounelloù.[6]
En XIIvet kantved e krog ar armeurerien european da broduiñ houarnwiskoù e houarn morzholet. D’ar mare-se e oa liesseurt ar micherioù stag ouzh an armerezh. E fin ar Grennamzer e oa brudet kêrioù evel Bayeux, Coutances pe Angers evit o froduerezh armoù gwenn. Ar gwaregoù hag an arbalastroù a zo ken luziet o zeknik-sevel ma ne vez ket rediet an armdiourien a sav anezho da baeañ tailhoù pe kemer perzh e gward ar c'hêrioù e Frañs er XIVvet kantved[7].
E 1266 e teskriv ar manac'h saoz Roger Bacon mont en-dro ar poultr du. N'eo ket armdiour, met merkañ a ra e destenn deroù implij an armoù-tan en Europa e fin an XIIIvet kantved. Diouzhtu adalek ar XIVvet kantved e tap rouaned ar c'hevandir dreistgwirioù war broduiñ an armoù-tan. Er XVvet kantved e krog kalz armeurerien da vestroniañ teuzerezh ar metalioù evit sevel kanolioù efedusoc'h-efedusañ. En XVIIIvet kantved e tiwan al labouradegoù armoù bras bodet enne a bep seurt micherioù stag ouzh ar sevel armoù, evel Zeughaus Berlin (1706) pe ar Manufacture Royale d'Armes e Saint-Étienne (1764).[6]
Adalek deroù an XXvet kantved e krog al labouradegoù bras evel an FN Herstal pe ar MAS da implijout muioc'h-mui a vekanikoù da sevel o armoù-tan. Ar sevel armoù-tan hengounel a-drugarez da zoareoù artizanel a chom bev hiziv-an-deiz evit an armoù-chase dreist-holl, en embregerezhioù evel Chapuis ha Verney-Carron (Bro-C'hall) pe James Purdey & Sons (Bro-Saoz).
Armdiourien vrudet hervez ar vro orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alamagn
- Paul Mauser (1838-1914) : ijinour ar fuzuilh Gewehr 98.
- Carl Walther (1858 -1915) : krouer an embregerezh Carl Walther GmbH Sportwaffen.
- Aostria
- Gaston Glock (1929-2023) : saver ar pistolennoù Glock hag an embregerezh.
- Georg Luger (1849-1923) : ijinour pistolennoù evel al Luger P08 hag ar c'hartouchennoù 9 × 19 mm Parabellum.
- Belgia
- Dieudonné Saive (1889–1973) : armdiour evit an FN Herstal. Ijinour an FN FAL ha kenijinour ar Browning HP.
- Ernest Vervier (1909-1992) : ijinour an FN MAG hag an FN Minimi.
- Bro-C'hall
- Louis-Nicolas Flobert (1919-1894) : ijinour ar gartouchenn vetalek kentañ e 1845.
- Jean Alexandre LeMat (1824–1883) : saver ar revolver LeMat.
- Claude Étienne Minié (1804-1879) : ijiner ar boledoù Minié.
- Kebek
- Jean-Cantius Garand (anvet peurliesañ John Garand) (1888-1974) : ijinour ar fuzuilh M1 Garand.
- Norvegia
- Erik Jørgensen (1848 -1896) : unan eus saverien ar fuzuilhoù Krag–Jørgensen.
- Ole Herman Johannes Krag (1837-1916) : unan eus saverien ar fuzuilhoù Krag–Jørgensen.
- Rusia / Impalaeriezh Rusia / URSS
- Mic'hail Kalachnikov (1919-2013) : ijinour ar fuzuilhoù-arsailh AK-47 hag AK-74.
- Nikolai Makarov (1914-1988): saver ar pistolennoù Makarov.
- Fedor Tokarev (1871-1968) : saver ar fuzuilhoù ha pistolennoù evel an Tokarev TT33.
- Bro-Skos
- Alexander Henry (1818-1894) : ijiner ar rummad fuzuilhoù Henry
- Stadoù-Unanet
- John M. Browning (1855-1926) : saver meur a arm-tan, en o zouez ar bistolenn Colt M1911, ar fuzuilh Auto-5 pe ar vindrailherez Browning M2. Ijinet en deus ivez kalz munisionoù, en o zouez ar .25 ACP, an .32 ACP pe an .50 BMG.
- Richard Jordan Gatling (1818-1903) : saver ar vindrailherez Gatling.
- Hiram Maxim (1840-1916) : saver ar vindrailherez Maxim.
- William B. Ruger (1916-2002) : unan eus saverien Sturm, Ruger & Co.
- Eugene Stoner (1922-1997) : ijinour an AR-10.
- John T. Thompson (1860-1940) : saver ar bistolenn-vindrailher Thompson.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Hervez geriadur Martial Ménard, Palantines, 2012
- ↑ 2,0 ha2,1 Hervez TermOfis.
- ↑ 3,0 ha3,1 Hervez geriadur Francis Favereau enlinenn.
- ↑ Niver kavet o kontañ ar stalioù a gaver war Google Map hag ar Pages Jaunes.
- ↑ (fr) Le métier d'armurier war lec'hienn ar Fédération Nationale des Chasseurs (lennet d'an 28/05/2024)
- ↑ 6,0 6,1 ha6,2 (fr) TROTEREAU Janine, L'armurier, war lec'hienn Historia, 20/08/2023 (lennet d'an 28/05/2024)
- ↑ (fr) BOILEAU Étienne, Le Livre des métiers (XIIIvet kantved), pennad XVCIII (stumm embannet e 1837)