Mont d’an endalc’had

Henry (fuzuilh)

Eus Wikipedia
Fuzuilh Henry
Skeudenn ar pennad Fuzuilh Henry

Ur fuzuilh Henry (stumm kentañ).
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Fuzuilh, tennata dre loc'henn-grogenn
Munisionoù .44 Henry
Produer New Haven Arms Company (stumm orin)
Mare produiñ Adalek 1862 ; kopiennoù hag adstummoù produet hiziv an deiz c'hoazh
Pouez ha muzulioù
Mas 4,200 kg
Hirder 1.137 mm
Hirder ar c'hanol 609 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 305 m/s
Endalc'h Karger korzennek 16 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B pe C hervez endalc'had ar c'harger

Ar fuzuilh Henry e oa ar fuzuilh kentañ dezhi ul loc'henn-grogenn. Ijinet e voe e 1860 gant ar Stadunanad Benjamin Tyler Henry (1821-1898).[1]

Istor ha mont en-dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwel a-droc'h eus gwikefre loc'henn-grogenn ar fuzuilh Henry

Ijinet e voe an arm diwar labourioù kaset evit an embregerezh Volcanic Repeating Arms Company, aet da get e 1856. War e lerc'h e voe savet an New Haven Arms Company gant Oliver Winchester e 1857. Hemañ a zibabas Benjamin T. Henry evel rener an uzin. Henry a labouras war ur wikefre nevez evit adkambriñ buanoc'h munisionoù er fuzuilhoù en ur implijout ar memes sistem loc'henn-grogenn hag hini ar bistolenn Volcanic (1854) : goude un tenn e oa a-walc'h izelaat hag uhelaat adarre al loc'henn dindan an draen evit bezañ prest da dennañ en-dro.[1]

E 1860 e kinnigas Benjamin Henry ur fuzuilh loc'henn-grogenn dezhi ur c'harger korzennek 16 kartouchenn. Dre se e kinnige an arm ul lusk-tennañ uhel-kenañ evit ar mare-se : un tenn bep div segondenn, pa c'halled tennañ 2 pe 3 zenn bep munutenn gant ar fuzuilhoù karget dre o beg implijet betek-neuze. Kambret e oa er c'halibr .44 (11,43 mm). Un arm dispac'hel e oa, hag a voe produet da vat adalek 1862 ha gwerzhet dindan anv e ijinour, Henry rifle.

Servijout a reas evel diazez d'ar rummad karabinennoù loc'henn-grogenn brudet savet gant an embregerezh Winchester e dibenn an XIXvet kantved, evel ar garabinenn Model 1873.

Daoust d'he ferzhioù mat, ne voe ket goulennet kalz fuzuilhoù Henry gant arme ar Stadoù-Unanet. 1.751 skouerenn a voe prenet gant an Unaniezh, ha war-dro 7.000 pe 8.000 anezhe a voe implijet en holl da vare ar brezel diabarzh amerikan. Al lod brasañ anezhe a voe prenet gant ar soudarded o-unan.[2] Priziet e voe an arm gant chaseourien a glaske ul lusk-tennañ uhel.[1] Implijet e voe ar fuzuilh Henry gant indianed Sioux Lakota da vare emgann Little Bighorn a-enep da varc'hegerien George Armstrong Custer e 1876.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 118-119
  2. (en) BUTLER David, United States firearms The first century 1776-1875, Winchester Press, 1971
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan