The Good, the Bad and the Ugly

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo ar film Il buono, il brutto, il cattivo

The Good, the Bad and the Ugly (italianeg: Il buono, il brutto, il cattivo, "Ar mad, an divalav, ar fallakr") zo ur western Spaghetti italian eus 1966 renet gant Sergio Leone gant Clint Eastwood, Lee Van Cleef, hag Eli Wallach evit ar rolloù pennañ. Ar senario a oa bet savet gant Age & Scarpelli, Luciano Vincenzoni ha Leone (ouzhpennadurioù a oa bet gant Sergio Donati). An istor a oa diazezet war hini Vincenzoni ha Leone. Rener ar poltriji e oa Tonino Delli Colli, hag Ennio Morricone en devoa savet sonerezh ar film. Ur film italian eo met kenbroduet gant Bro-Spagn, Alamagn Kornôg ha Stadoù-Unanet Amerika.