.44 Henry
Neuz
| .44 Henry | |
|---|---|
Kartouchennoù .44 Henry | |
| Perzhioù | |
| Kalibr | .44 |
| Bro orin | |
| Mare produiñ | 1860 - bloavezhioù 1930 |
| Doare korf an douilhez | bourled, eeun |
| Doare skeiñ | war he zro |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 11,3 mm |
| Ø kolier | 11 mm |
| Ø korf an douilhez | 11,2 mm |
| Ø strad | 13,2 mm |
| Tevder ar strad | 1,6 mm |
| Hirder an douilhez | 22,9 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 34,2 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 13 g |
| Tizh o vont e-maez V0 | 343 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 770 J |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar .44 Henry a oa ur munision armoù-tan hiniennel ijinet e 1860 evit ar fuzuilhoù Henry. Poultr du a oa en e zouilhez laton pe kouevr. Implijout a rae ur boled Minié.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e voe ar munision da vare Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika etre 1861 ha 1865 dreist-holl, hag en un nebeud brezelioù all e fin ar c'hantved evel er brezel etre Frañs ha Prusia e 1870 ha 1871. Un nebeud armoù all a voe kambret evitañ en XIXvet kantved, en o zouez ar revolverioù Smith & Wesson No. 3 pe Colt Single Action Army. Abalamour d'o mod-skeiñ war o zro diamzeriet evit kalibroù ken bras e voe paouezet da broduiñ ar munisionoù .44 Henry er bloavezhioù 1930.