Smith & Wesson Model 3
Smith & Wesson Model 3 | |
---|---|
Ur revolver Smith & Wesson Model 3 kambret e .44 Russian | |
Kinnig | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Revolver un-ober |
Munisionoù | .44 American .44 Russian .38 S&W .44 Henry .44-40 Winchester .45 Scholfield .32 S&W |
Produerien | Smith & Wesson Ludwig Loewe & Company Arsanailh Tula |
Mare produiñ | Adalek 1870 |
Pouez ha muzulioù | |
Pouez | 1,3 kg |
Hirder ar c'hanol | 305 mm |
Hirder ar c'hanol | 165 mm |
Perzhioù teknikel | |
Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
Tizh o vont e-maez V0 | War-dro 244 m/s |
Stummoù nesañ | Single Action (Frontier) Single Action (New Model) Single Action Target Russian Schofield |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar Smith & Wesson Model 3 zo ur revolver un-ober 6 tenn produet adalek 1870 gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Smith & Wesson a savas ar Model 3 e 1870 evit gounit marc'had armoù-dorn an arme stadunanat. Ur revolver dezhañ ur c'hanol da wintañ e oa, kambret da gentañ e .44 American. Pa veze digoret e strinke an douilhezoù o-unan er-maez eus an daboulin, ar pezh a lakae an adkargañ da vont buanoc'h. Dibabet e voe gant an arme e 1870. Dont a reas da vezañ poblek-tre er Stadoù-Unanet, e-lec'h ma reas kevezerezh d'ar revolver Colt Single Action Army er bloavezhioù 1870 ha 1880[1]. Ur stumm kambret e .45 Schofield a voe savet e 1875 evit an US Cavalry. Implijet e voe kalzik er brezelioù a-enep an Amerindianed[2].
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur bloaz war-lerc'h e voe prenet miliadoù a skouerennoù[3] eus ar Model 3 gant Alexander Gorloff, kannad Impalaeriezh Rusia er Stadoù-Unanet, evit arme e vro. Kambret e oant e .44 Russian, ur c'halibr ijinet a ratozh-kaer[2]. Meur a adstumm all a voe savet gant Smith & Wesson, en o zouez ar Single Action New Model (etre 1878 ha 1908) hag ar Single Action Target (etre 1887 ha 1910), kambret er c'halibroù .44-40 Winchester, .32 S&W pe reoù all[4]. Kalz broioù a implijas ar Model 3 evit o arme (evel Italia, Spagn pe Roumania). Kopiet e voe kalz an arm en armeurioù european, dindan aotre pe get, gant Breizh-Veur pe e atalieroù Liège da skouer.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 62
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Tuolumne Lawman, Smith & Wesson's #3, Colt's Biggest Rival in the Old West (lennet d'ar 24/08/2024)
- ↑ Etre 20.000 ha 131.000 hervez ar mamennoù.
- ↑ (en) WAHL Paul, Gun trader's guide, Thirteenth Edition, Stoeger, p. 113