Mont d’an endalc’had

Boled Minié

Eus Wikipedia
Stummoù disheñvel eus ar boledoù Minié

Ar boled Minié zo ur vannadell evit an armoù-tan rizennet o c'hanol savet er bloavezhioù 1840 gant an ofiser hag ijinour gall Claude Étienne Minié evit ar fuzuilh Minié[1]. Dre e stumm hag e berzhioù e tegasas kalz cheñchamantoù war tachennoù-emgann kreiz an XIXvet kantved.

Betek ar bloavezhioù 1840 e veze implijet boledoù ront, karget dre veg ar fuzuilhoù flour o c'hanol, a ranke bezañ bontet e foñs ar c'hanol gant ur vazh. Ar boled Minié a zegasas kalz nevezinti : ur vannadell stumm ur granenn (e tu he strad) hag ur gernenn (e tu he beg) e oa, savet e plom gwak. Rizennoù lardet a oa e traoñ ar boled.

Un tamm bihanoc'h e oa e dreuzkiz evit hini ar c'hanol. Ne oa ket ezhomm neuze da vontañ anezhañ pa veze karget an arm[2]. Kaset e veze e-maez eus ar fuzuilh gant tarzhadenn ur gargad poultr du. Ur wech tennet e tistumme ar boled en ur chom tost ouzh diabarzh ar c'hanol. Dre se e tape un tizh uheloc'h evit ar boledoù ront mod-kozh. En ur dremen dre ar c'hanol e skarzhe ivez ar restachoù poultr du chomet ennañ, ha nebeutoc'h a amzer a veze kollet war an dachenn-emgann o naetaat an arm. Abalamour d'e stumm ha d'ar fed e troe warnañ e-unan e oa uhel hed-tenn ar boled Minié evit ar mare. Resis e oa betek 400 metr[1], pa oa a boan 100 metr evit ur fuzuilh flour he c'hanol evel ar Brown Bess saoz.

Askorn morzhed un den treuzet gant ur boled Minié kalibr .58 tennet eus ur fuzuilh Springfield Model 1861

Implijet e voe ar boled Minié e brezel Krimea adalek 1853. Dibabet e voe e 1855 gant arme ar Stadoù-Unanet. Lakaet e veze er fuzuilh Springfield Model 1861 pourvezet da soudarded an Unaniezh da vare brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Ennañ e rejont reuz o tegas gloazadennoù spontusoc'h c'hoazh evit ar re anduret betek-neuze gant ar soudarded abalamour d'an armoù-tan mod-kozh. Marvusoc'h e teuas an armoù-tan da vezañ c'hoazh[3]. Da vare brezelioù Napoleon e deroù ar c'hantved e c'halle ul linennad soudarded tostañ d'ur c'hant metr bennak ouzh o enebourien hep kaout riskloù bras da vezañ tizhet, met resisted ar boledoù Minié a cheñchas ar jeu en ur lakaat un argadenn war ur maezioù da vezañ kalz diaesoc'h ha dañjerusoc'h. Daoust da se e kendalc'has kalz jeneraled amerikan da implijout taktikoù emgann enlinenn betek fin ar brezel diabarzh[1].

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) Weaponry: The Rifle-Musket and the Minié Ball war History Net, 12/06/2006 (lennet d'an 23/08/2024)
  2. (en) The lead Minie ball, war Smithsonian (lennet d'an 23/08/2024)
  3. (en) SHOOP Isaac, Small but deadly: The Minié ball, The Gettysburg Compiler, 30/04/2019 (lennet d'an 23/08/2024)