Brown Bess
| Land Pattern "Brown Bess" | |
|---|---|
Ur mousked Brown Bess, stumm Short Land Pattern |
|
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Mousked un-tenn |
| Mont en-dro | Platinenn-gailhastr, karget dre he beg |
| Kalibr ar c'hanol | 19 mm |
| Mare implij | 1722-1867 (Breizh-Veur) |
| Perzhioù teknikel (stumm Long Land Pattern) | |
| Mas | 5 kg |
| Hirder | 1.600 mm |
| Hirder ar c'hanol | 1.168 mm |
| Bannadell | Boledoù plom ront bihanoc'h o zreuzkiz (18 mm) evit hini ar c'hanol evit chom hep lousaat anezhañ betek re gant restachoù poultr du |
| Tizh mont er-maez ar vannadell | 450 m/s |
| Lusk-tennañ | Hervez an tenner, peurliesañ war-dro 3 zenn/mn |
| Hed-tenn pleustrek | Etre 50 ha 95 m |
| Adstummoù | Long Land Pattern (stumm kentañ), Short Land Pattern, Sea Service Pattern, Indian Pattern, New Land Pattern, New Light Infantry Land Pattern Cavalry Carabine |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
Brown Bess eo an anv a veze roet boaz d'ar rummadoù mouskedoù saoz Land Pattern, produet adalek 1720 hag e servij en arme Breizh-Veur betek 1867 evit adstummoù zo.
Istor ha mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Brown Bess a oa ur rummad mouskedoù dezhe ur blatinenn-gailhastr savet er bloavezhioù 1720 diwar c'houlenn ar roue saoz Jorj Iañ. Ar stumm kentañ Long Lang Pattern a zo bet meur a adstumm dezhañ, en o zouez reoù berroc'h o c'hanol evel ar Short Land Pattern[1]. Fuzuilh standart armeoù Impalaeriezh Breizh-Veur e voe eus deroù an XVIIIvet kantved betek kreiz an XIXvet ha donedigezh ar platinennoù-skeiñ war an armoù. Implijet e voe neuze mouskedoù ar rummad Land Pattern e kalzig brezelioù trevadenniñ hag e brezelioù Napoleon da skouer.
Un arouez eus astenn an impalaeriezh ha deus galloud Breizh-Veur er bed eo an arm-mañ c'hoazh. Ur varzhoneg diwar e benn ("Brown Bess") zo bet savet gant ar skrivagner Rudyard Kipling e 1911. Enni e kan meuleudi d'ar mousked ha d'ar pouez en deus bet e savidigezh an impalaeriezh.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 110-111