Emgann Little Bighorn
Emgann Little Bighorn | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Great Sioux War of 1876 | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
![]() tro 700 | ![]() etre 1500 ha 2500 kadour | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
George A. Custer † Marcus Reno | Sitting Bull Crazy Horse | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
![]() | ![]() | ||||||
Tud lazhet | |||||||
268 Lazhet 55 gloazet (6 marvet eus gloazadennoù godue an emgann) | 31 (136 d'an uhelañ) lazhet betek 160 gloazet |
Emgann Little Bighorn pe Custer's Last Stand pe c'hoazh Battle of the Greasy Grass e-kostez an indianed Lakota hag indianed ar plaenennoù a voe un emgann a c'hoarvezas etre Indianed Amerika hag arme ar Stadoù-Unanet d'ar 25 ha d'ar 26 a viz Even 1876, e-kichen ar stêr Little Bighorn e reter Montana e-pad ar Great Sioux War of 1876 (Brezel meur ar re Sioux 1876.
Diouzh tu an Amerindianed e oa meuriadoù Lakota ha Cheyenne o vrezeliñ asambles, pa oa ar 7vet rejimant marc'hegerezh diouzh tu an arme stadunanat.
An trec'h a yeas gant an Indianed, renet gant Sitting Bull, hag a bilas tud ar jeneral Custer.
An emgann a oa bet un trec'h meur gant ar meuriadoù Lakota, Cheyenne an norzh hag ar re Arapaho. E-penn an indianed e oa meur a pennoù meuriad brudet gant Crazy Horse ha Chief Gall, bountet hag awenet gant huñvreoù Sitting Bull (Tȟatȟáŋka Íyotake). Ar rejimant 7vet marc'hegerezh eus an US army gant e touezh ar Batailhon Custer, un nerzh a 700 soudard gant en e-benn George Armstrong Custer, a voe trec'het garv. Pemp kompagnounezh a-ziwar daouzet eus ar 7vet rejimant a voe lazhadeget. Ouzhpenn da-se Custer a oa bet lazhet, gant daou eus e breudeur, un niz dezhañ, hag ur breur-kaer.
Hollad ar c'holloù evit tu al lu stadunanat a voe 268 marvet 55 gloazhet don (6 a varvo adal o gloazhadennoù), e-touezh ar c'holloù e voe pevar indian sklêrijenner Crow ha daou sklêrijenner Pawnee.
Fromoù tud Stadoù Unanet Amerika a oa lies da geñver ar Great Sioux War dreist-holl goude feizhadenn Custer. Gant an amzer o redek e teuas Custer hag e soudarded da zont da vezañ harozed, kenderc'hel a reas ar skeudenn-se betek ar bloavezhioù 1960. An emgann, ha dreist-holl kadoniezh Custer a zo bet studiet alies gant an istorourien.