George Armstrong Custer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Custer e 1865

George Armstrong Custer ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1839 ha marvet d'ar 25 a viz Even 1876 a oa un ofisour ha komandant er varc'hegiezh eus an United States Army e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika hag ar Brezelioù Indian. Desavet er Michigan hag en Ohio, Custer a oa bet degemeret e West Point e 1857, echuet en doa diplomet an hini diwezhañ eus e glasad e 1861. Pa darzhas ar brezel diabarzh, Custer a oa bet galvet da servij en Union Army.

Custer a c'hounezas brud vat e-pad ar brezel diabarzh. Kroget e oa bet ar stourm gantañ e-pad ar c'hentañ emgann veur, hini Bull Run d'an 21 a viz Gouhere 1861, nepell diouzh Washington D.C. Gant ma oa liammet gant un toullad ofiserien uhel e voe sikouret evit e vuhez soudard met ouzhpenn da-se e oa un ofiser marc'hegiezh mailh anezhañ. Custer a c'hounezas e breved brigader jeneral d'an oad a 23 vloaz, nebeutoc'h evit ur sizhun a-raok emgann Gettysburg. Eno e voe penn da argadenn marc'hegiezh nerzhus a dalas ouzh Lu Stadoù Kengevreet Amerika da dremen dreist flankennoù talbenn an Unvaniezh.

E 1864, Custer a c'hounezas ur steredenn all hag a dapas e breved evit ar renk a major jeneral. E-fin ar brezel e dibenn Kampagn Appomattox, lec'h ma oa bet tu-pe-du e obererezh ha re e soudarded, Custer a oa aze pa godianas ar jeneral Robert Lee d'ar jeneral Ulysses S. Grant, d'an 9 a viz Ebrel 1865.

Goude ar brezel diabarzh, Custer a chomas el lu en United States Volunteers gant ar renk a major jeneral betek ma vefent divodet e miz C'hwevrer 1866. Goude-se e voe lakaet d'ar renk a gabiten ha goude-se leutanant koronal er 7th Cavalry Regiment e miz Gouhere 1866. Kaset e voe e kornôg ar vro evit stourm er Brezelioù Indian Amerika e 1867. D'ar 25 a viz Even 1876, gant ma oa e-penn ar 7th Cavalry Regiment e emgann Little Bighorn war douaroù ar Montana Territory a-nep ur c'hengevread meuriadoù indianed Amerikas, e voe lazhet gant e holl rejimant (e-touez anezho daou vreur dezhañ). An emgann a zo chomet brudet e Istor Stadoù-Unanet Amerika gant al lesanv "Custer's Last Stand." An trec'h war Custer hag e rejimant a oa bet ken splan e Little Bighorn ma chomas brudetoc'h evit e holl obererezhioù brezel all.