Oliver Winchester
Oliver Fisher Winchester, ganet d’an 30 a viz Du 1810 e Boston (Massachusetts) ha marvet d’an 11 a viz Du 1880 e New Haven (Connecticut), a oa un embregerer ha politikour stadunanat. Brudet evit bezañ savet an embregerezh armoù-tan Winchester Repeating Arms Company[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e yaouankiz e voe Oliver Winchester deskard evit bezañ kalvez. Ur stal dilhad a zigoras e 1834 e Baltimore. E 1848 e tilojas da New York evit lakaat sevel ul labouradeg rochedoù eno. C’hoant en doa da liesaat e obererezhioù, hag asambles gant tud all ec’h adprenas e deroù ar bloavezhioù 1850 ar Volcanic Repeating Arms Company, un embregerezh armoù-tan en doa diaesterioù ekonomikel[2]. Dont a ra reas da vezañ perc’henn war ar braz eus lodennoù an embregerezh e 1857. Adanvet e voe New Haven Arms Company.
Benjamin Tyler Henry, rener an embregerezh, a ijinas e 1860 ur fuzuilh stumm nevez, dezhi ul loc’henn-grogenn. A-drugarez d’ar sistem-mañ e c’halle ar boledoù bezañ tennet kalz buanoc’h evit war an armoù-tan kent. Berzh a reas ar fuzuilhoù Henry nevez war ar marc’had, dreist-holl goude dibenn ar brezel diabarzh e 1865[3]. D'ar poent-se e voe adanvet an embregerezh Winchester Repeating Arms Company. Armoù stadunanat brudet eus mare astenn ar vro war-zu ar C’hornôg, evel ar Winchester 66 (150.000 skouerenn produet) pe ar Winchester 73, a voe gwerzhet gant Winchester d'ar poent-se[2].
E dibenn ar bloavezhioù 1870 e prenas Oliver Winchester gwirioù evit produiñ ar fuzuilh un-tenn Browning Model 1878 ijinet gant John Browning, ur armeurer yaouank. Betek fin an XIXvet kantved e redas dour da vilin Winchester a-drugarez d’an armoù savet gant Browning, a ziskouezas bezañ e-touez ijinourien armoù-tan donezonetañ ar mare. Etre 1866 ha 1867 e voe dilennet Oliver Winchester evel besgouarnour Connecticut[2].
Mervel a reas e 1880. Goude marv e vab William e 1881 ec'h heritas e verc'h-kaer Sarah eus an hanter eus lodennoù an embregerezh Winchester. Gant arc'hant an hêrezh e savas an ti a zeuas da vezañ ar Winchester Mystery House[2]. Bezañ zo c’hoazh eus embregerezhioù anvet Winchester hiziv-an-deiz. Unan a brodu armoù-skoaz, evel ar Winchester 73 a veze graet da vare Oliver Winchester, hag armoù nevez. Un embregerezh all, Winchester Ammunition, a brodu munisionoù chase ha tennañ.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ar Winchester Repeating Arms Company (gwelet d'an 01/10/2024)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) RATTENBURY Richard C., Oliver Winchester, Encyclopediae Britannica (lennet d'an 30/09/2024)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (fr) QUÉTEL Claude, Oliver Fischer Winchester, Historia, 20/08/2023 (lennet d'an 01/10/2024)
- ↑ (fr) LESPART Michel, Les armes de la conquête de l'Ouest, Jean Dullis Éditeur, 1975, pp. 112-121