Saint-Étienne
Gant ar ger Saint-Étienne e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Saint-Étienne (disheñvelout).
Saint-Étienne | ||
---|---|---|
![]() Saint-Étienne gwelet eus ar Guizay. | ||
![]() | ||
Anv arpitanek | Sant-Etiève | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Auvergne-Rhône-Alpes | |
Departamant | Loire (prefeti) | |
Arondisamant | Saint-Étienne (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h nav c'hanton | |
Kod kumun | 42218 | |
Kod post | 42100, 42000, 42230 | |
Maer Amzer gefridi | Gaël Perdriau (LR) 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération Saint-Étienne Métropole | |
Lec'hienn web | http://www.saint-etienne.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 174 082 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 2 177 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 516 m bihanañ 422 m — brasañ 1117 m | |
Gorread | 79,97 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Saint-Étienne e galleg (distagadur IPA: [sɛ̃tetjɛn]) pe Sant-Etiève en arpitaneg, zo ur gêr eus reter-kreiz Frañs, er vro istorel Forez ha rannvro Auvergne-Rhône-Alpes. Pennlec'h departamant al Loire eo. 173 000 a dud a zo o chom enni ha 317 000 a dud ma konter an trowardroioù.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kreñv e oa ar greanterezh er gêr.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi e 2000. Abaoe 2010 eo ezel eus rouedad ar c'hêrioù krouiñ europat an UNESCO.
Tour an Drogerezh, Yalc'h al Labour, an Ti-kêr hag ar Vichererezh armoù emañ e-touezh savadurioù dibar ar gêr.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ Sant-Etiève 62 gKm e Mervent Lyon, 51 c'hKm e Gevred Vièna ha 144 c'hKm e Kornôg Clarmont d'Auvèrnhe. E Bro-Forez emañ, e traoñienn ar stêr Furan. Una eus teir c'hêr brasañ Torosad Kreiz eo Sant-Etiève (173 000 a annezidi) war-lerc'h Clarmont d'Auvèrnhe (266 000 a dud) ha Lemojez (183 350 a dud).
Emañ he uhelder etre 422 ha 1 177 metr, ha sav-diskenn kenañ eo ar gêr. Damgevandirel eo an hin dindan delanvad ar menezioù. Yen ha sec'h e vez ar goañv.
Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abalamour d'an dec'hreanteladur eo aet ar boblañs war zigresk etre 1970 ha 2010. 223 000 a annezidi a oa o chom enni e 1968, 178 000 e 2007 ha 170 000 e 2011. En em stabilaat a ra an niver a annezidi war-dro 172 000 abaoe 2010 avat. Kresket en deus un tammig er bloavezhioù 2010 zoken.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Albert Camus (1913-1960), tremen a reas ar skrivagner er gêr alies pa oa o skrivañ La Peste
- Jean Dasté (1904-1994), paotr ar c'hoariva poblek
- Louis de Funès (1914-1983), an aktour a zimezas e Sant-Etiève d'e wreg gentañ Germaine-Louise-Élodie Carroyer e 1936
- Paul Mesnier (1904-1988), filmaozer
- Aristide Briand (1862-1932), dilennet e voe ar politikour breizhat kannad Sant-Etiève etre 1902 ha 1919
Sportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- AS Saint-Étienne, klub mell-droad ar gêr
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant 17 kêr e oa gevellet Sant-Etiève d'an 1añ a viz Genver 2012 :
Coventry (Bro-Saoz) abaoe 1955
Louhansk (Ukraina) abaoe 1959
Ferrara (Italia) abaoe 1960
Granby (Kebek) (Kebek) abaoe 1960 e Kanada
Wuppertal (Norzh Roen-Westfalia) abaoe 1960 e Republik Kevreadel Alamagn
Windsor (Ontario) (Kanada) abaoe 1963
- Bavaria Geltendorf (Bavaria) abaoe 1966 e Republik Kevreadel Alamagn (gevellet gant ar « gumun kevelet » gant Sant-Etiève Saint-Victor-sur-Loire)
Toamasina (Madagaskar) abaoe 1971
Nof HaGalil (Israel) abaoe 1974
Annaba (Aljeria) abaoe 1982
Xuzhou (Republik Pobl Sina) abaoe 1984 (proviñs Jiangsu)
Des Moines (Iowa) (Iowa) abaoe 1985 er Stadoù-Unanet
Patras (Gres) abaoe 1990
Ben Arous (Tunizia) abaoe 1994
Katowice (Silezia) abaoe 1994 e Republik Polonia
Oeiras (Portugal) abaoe 1996
Fes (Maroko) abaoe 2006
Kenlabour digreizennet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bobo-Dioulasso (Burkina Faso) abaoe 2009
Monastir (Tunizia) abaoe 2012
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Lec'hienn an ti-kêr
- (fr) Touristañ e Sant-Etiève
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]