Fes

Eus Wikipedia
فاس‎ / Fes / ⴼⴰⵙ
Fes al-BaliBâb Bou DjeloudBou Inania MadrasaKivijerezh ChouaraZawiya Moulay Idris IISkol-veur Al-QarawiyyinUr straed e Fes

(Bukit war ar skeudennoù)


34° 3′ 00″ N - 4° 58' 59″ K

فاس‎ / ⴼⴰⵙ Fes

Melestradur
Riez Maroko Maroko
Rannvro Fes-Meknes

Diazez 789
Diazezer Idris Iañ

Maer Idris Azami al-Idrisi
(2015)
Gouarnour Said Zniber

Rann-eur UTC
Kod-pellgomz +212 (55)
Douaroniezh
Gorread 320 km²
Uhelder 410 m

Poblañs (2014)
 • Kêr
 • Renk
 • Anv annezidi

1 112 072
Eilvet
Fasi
Stankter (2014) 3 475 ann./km²

Kenelioù
Berbered arabekaet
Berbered
Morisked
All

53,6%
32,7%
10,2%
3,5%

Internet www.fescity.com
Medina Fes
glad bedel UNESCO   
Riez Maroko Maroko
Rummad Sevenadur
Dezverkoù ii & iv
Gorread 280 ha
Tolead Stadoù arab
Marilh 170
Bloaz 1981 (5vet dalc'h)

Fes (arabeg : فاس Fes, berbereg : ⴼⴰⵙ Fas, galleg : Fès)[1] eo kêr-benn rannvro Fes-Meknes e Maroko an Norzh. Gant tremen ur milion a annezidi ez eo eil kêr pobletañ Maroko goude Casablanca.
Emañ ouzh troad gwalarn an Atlas Krenn, e kroashent kêrioù bras holl rannvroioù Maroko : 209 km eus Tanger er gwalarn, 169 km eus Rabat er c'hornôg, 247 km eus Casablanca er mervent-kornôg ha 387 km eus Marrakech er mervent.

Diazezet e voe kêr e 789 gant ar Berber Idris Iañ war ribl su Oued Fes, ar stêr Jawhar ; ur pennkêr all anvet العالية « Al-'Aliya » ("An Uhel") a voe staliet war ribl all ar stêr e 808 gant ar rejant tunizian Rachid ben Morchid, ha buan e voe kevezerezh etre an div gêriadenn. E 809 e stalias Idris Iañ kêr-benn tiriad an diernierzh Idris (788-974) e Fes, betek 927.
Degemerus ha habask e voe ar Verbered : ken abred ha 817-818 e tegemerjont 8 000 familh vuzulman, 800 anezho o vout Berbered deuet eus Al-Andalus, hag e 824 e teuas un 2 000 bennak a familhoù arab eus Kairouan e Tunizia da chom er c'hêriadennoù nevez, alese tresoù arabek Fes ; yuzevien a erruas ivez en hevelep mare.

Goude diskar an dierniezh Idris e voe perc'hennet tolead Fes gant meur a c'halloud an eil war-lerc'h egile betek ma voe unanet an div gêr e 1070 gant ar sultan almoravid Yousouf ibn Tachfin (1009-1106, ren adalek 1061), anezhañ diazezer Marrakech e 1062, hag a adstummas kêr da sevel ar pezh a zo hiziv karter Fes al-Bali er biz da greiz kêr. Dindan ren an Almoravided (1040-1147), Fes a c'hounezas brud a-drugarez d'e skolioù islamek ha d'he marc'hadoù. Diwezhatoc'h, dindan ren an Almohaded (1147-1269), e voe Fes unan eus kêrioù brasañ ar bed.

En he barr e voe Fes da vare ren ar Venimerined (1248-1465) : savet e voe ar moskeennoù, ar skolioù (مدرسة‎ madrasa), an ensavadurioù relijiel (زاوية‎ zawiya) ha dorioù kêr (باب bâb) a c'heller gwelout hiziv c'hoazh. Da batromoù ar savouriezh vaour ha marokat e vezont lakaet. Palezioù ha liorzhoù a voe savet gant ar Venimerined ivez e karter Fes al-Djedid e kreiz kêr. D'ar mare-se ivez e kreskas an niver a yuzevien e karter ar Mellah (ملاح‎ "palud-holen")[2], ar pezh a zesachas Yuzevien deuet eus broioù all ar Maghreb.
War ziskar ez eas Fes a-gevret gant tierniezh ar Venimerined, Marrakach o tont da vout kreizenn bolitikel ha sevenadurel Maroko, met chom a reas Fes kêr-benn ar Stad betek 1912.

Hiziv an deiz ez eus daou garter kozh mogeriet (القديمة‎ المدينة al-madīnah al-qadīmah "ar gêr gozh") oc'h ober kalon Fes : Fes al-Bali ha Fes al-Jedid. Gronnet int gant ar gêr nevez (Ville Nouvelle) bet savet gant an drevadennerien c'hall hag a zalc'has Maroko adalek 1912 betek 1956.
Dre skol-veur Al-Qarawiyyin bet diazezet e 859 hag o vont en-dro c'hoazh, dre givijerezh Chouara eus an XIvet kantved hag abalamour da aspadennoù istor meur a sevenadur en he mogerioù e voe marilhet « Mekka ar C'hornôg », « Aten Afrika  » e Glad Bedel an UNESCO e 1981.

Unan eus kreizennoù meur sevenadur an islam eo kêr Fes, a-live gant Baghdad, Córdoba, Damask, Isfahan, Istanbul, Jeruzalem, Kaero ha Samarkand.

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kement ha "pigell" e talv ar ger arabek فأس fa's.
Hervez ar vojenn e reas Idris Iañ gant ur bigell aour hag arc'hant evit tresañ trolinenn kêr war an douar[3].
فاس البالي Fas al-Bali, "Ar Bigell Gozh", e voe anv Fes e-pad ren Idris Iañ ha betek an unaniezh e 1070, ma voe graet "Fes" hepken eus an unvez stummet diwar kêrioù Fas al-Bali hag Al-'Aliya.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

789 – 1070 :Eus an Idrised d'ar Vaghrawaed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nebeut a ouzer e gwirionez a-zivout Fes an Idrised, abalamour d'an diouer a deulioù klok hag a destenioù savouriezhel ; hervez ar mammennoù e oa maeziat a-walc'h, pell diouzh live sevenadurel kêrioù meur Al-Andalus hag Ifriqiya.

E 789 e voe diazezet Fes al-Bali gant ar Berber Idris Iañ war glann ar stêr Jawhar. Er bloaz 808 e teuas ur rejant tunizian da staliañ un eil pennkêr war ribl all ar stêr, a anvas Al-'Aliya. Evit plaenaat ar c'hevezerezh etre an div gêriadenn hag evit startaat e zalc'h war an tolead e stalias Idris Iañ e gêr-benn e Fas al-Bali e 809 ; "Fas al-Qarawyin" e voe anv kêr neuze.
E 817-818 e teuas 800 familh verber hag a oa bet skarzhet eus Al-Andalous el Ledenez iberek a-c'houde un emsavadeg enep an Omeyad e Córdoba ; e 824 e teuas 2 000 familh arab hag a oa bet forbannet eus Kairouan (Tunizia) goude un emsavadeg all – ganto e voe roet he neuz arabek d'ar gêr verber.
E Fas al-Bali, ar gêr gozh, en em stalias ar Verbered eus Al-Andalous, ha "Fas al-Andalus" e voe anv kêr ; Arabed Tunizia a chomas er gêr nevez (Al-'Aliya, e gwirionez), war ribl all Oued Fes. Buan e voe niverusoc'h an Arabed eget ar Verbered ; a-hed yaouankiz kêr e teuas ar re ziwezhañ-mañ eus maezioù ar Maghreb da boblañ ar c'harter andalous da gentañ, e Fes al-Jedid diwezhatoc'h.

Goude marv Idris Iañ e 828 e voe rannet tiriad an dierniezh etre e vibien, ha rannet galloud an Idrised ivez – biken ne voe adunanet ; Mohammed ibn Idris, ar mab henañ, en devoe Fes da hêrezh hag a renas betek e varv eno er bloaz 836 ; e vab Ali ibn Muhammad (Ali Iañ) a renas betek 848. E-kerzh ren e vab Yahya ibn Mohammed (Yahya Iañ, 829-864, ren adalek 848) e voe savet moskeenn Al-Qarawiyyin (859) – unan eus ar re goshañ ha brasañ en Afrika – hag he skol-veur, a zo oberiant hiziv c'hoazh.
Yahya ibn Yahya (Yahya II) a renas eus 864 betek 874. Pevar bloaz goude ma pignas war an tron, e 868, e savas ar Verbered Khariki eus rannvro Fes enep an dierniezh Idris ; goude marv Yahya II e 874 e voe kemeret ar galloud e Fes gant ar sultan Ali ibn Omar (Ali II), a voe lazhet gant ar Gharikied e 883 hag a gemeras kêr. En hevelep bloaz e voe adkemeret Fes hag ar galloud gant e vreur Yahya ibn Al-Qasim (Yahya III), a enepstourmas ouzh an alouberien hep galloud biken stagañ o ziriadoù ouzh e sultanelezh.
Pa varvas Yahya III e 904 e yeas ar sultanelezh gant Yahia ibn Idris ibn Umar (Yahya IV), a renas betek 917. Er bloaz-se end-eeun e voe taget Fes gant Berbered Aljeria, ar Viknasaed, en anv Arabed tunizian Kalifiezh Fatimid. Ar Fatimided a redias Yahya IV da anzav o fennaotrouniezh kent e zigadoriañ e 921 ; mistri Fes e voent betek 925, pa voe adkemeret ar galloud gant an Idrisad Al-Hajjam al-Hasan, met hennezh e voe an ezel diwezhañ eus an dierniezh Idris o ren eno : e 927 e rankas tec'hel kuit a-zirak ar Viknasaed ha klask repu e menezioù ar gwalarn, e Hajar an-Nasar (حجر النسر Karreg an Erered), anezhañ kreñvlec'h an dierniezh ; alese e klaskas an Idrised adc'hounit ar galloud kent fazi an Idris diwezhañ, Al-Hasan ibn Kannun, hag a asantas da veli ar Fatimied : paket e voe gant an Omeyaed ha kaset da Górdoba ma voe lazhet e 985.

Feunteun madrasa Al-Qarawiyyin

Echu ganti bout kêr-benn an dierniezh Idris e 927 e voe Fes dindan beli ar Fatimied, a stalias eno Berbered deuet eus Ifriqiya – eus reter Aljeria hiziv ha Tunizia hiziv en he fezh — anvet Miknasaed ; ur rann eus ar poblad verber Zenata hag a veve e tiriadoù en em lede eus Maroko betek Egipt ar c'hornôg e oa ar Viknasaed.
Skarzhet eus Fes e voe ar Viknasaed e 980 gant ur boblad Zenata all, ar Vaghrawaed hag a oa kevredet gant Kalifiezh Córdoba. Da neuze e c'hourc'hemennas Almansor, anezhañ penn ar Galifiezh, d'ar Vaghrawaed ma vije adsavet hag adannezet moskeen Al-Qarawiyyin, evit he neuziañ evel m'emañ hiziv. An emir Dunas al-Maghrawi a lakaas sevel tiez war an tachennoù goullo etre Fes hag Al-'Aliya ha war glannoù ar stêr a redas neuze etre mogerioù diavaez an div geoded. Gant e vibien e voe lakaet ar mogerioù-tro da vogerioù-difenn.

E 1033 e voe kemeret kêr Fes gant Berbered Zenata all, ar boblad Banu Ifran ("mibien Ifran") deuet eus o c'hêr-benn Tlemsen en Aljeria. Dre ma oa enepyuzev o fenn Tamim[4] e voe drouklazhet tremen 6 000 yuzev e kêr, ha prizoniet e voe ar yuzevezed. A-hed miz Mae ha miz Mezheven e padas drouklazhadeg Fes.

Er bloavezhioù 1038-1040 e voe adc'hounezet kêr gant ar Vaghrawaed, a redias Tamim da dec'hout betek Salé e-kichen Rabat. Ar mogerioù-difenn bet aozet gant mibien Dunas al-Maghrawi ne c'halljont ket mirout ouzh an emir almoravid Yousouf ibn Tachfin da gemer Fes e 1070 goude sezizoù diniver hag un dekbloavezhiad tremenet o vrezeliñ ouzh ar re Zenata en trowardroioù ha pelloc'h.

1070 – 1472 Eus ar Vaghrawaed d'ar Wattasided

Diouzhtu pa gemerjont ar galloud e Fes e 1070, an Almoravided a lakaas diskar ar mogerioù etre Fes al-Bali hag Al-'Aliya ; pontoù a voe savet dreist ar stêr Jawhar ha mogerioù a liammas difennoù kornôgel ha reterel an div gêr kenetrezo, da stummañ un unvez kreñvlec'hiet hepken. Koll a reas Fes he statud a gêr-benn avat, pa voe Marrakech hini an Almoravided, met mirout a reas he brud war tachenn kelennadurezh glasel ar مالكي‎ maliki, unan eus peder skol an islam sunnit, ha dont a reas da vout ur greizenn hollbouezus evit ar c'henwerzh. Ker bras e voe levezon an Almoravided war diorroadur kêr Fes ma vez lakaet ar sultan Yousouf ibn Tachfin da eil diazezer kêr goude Idris Iañ.

Er bloaz 1145 e voe Fes e dalc'h tierniezh an Almohaded (1121-1269). Brasaet e voe kêr, ar pezh a zisteraas he neuz vaeziat, dre an arbenn ma teuas tud eus Al-Andalus ha ma voe degaset gwellaennoù en danframmoù : diskaret e voe mogerioù an Idrised hag an Almoravided evit sevel reoù nevez a-benn gronnañ ur gorread brasoc'h a-galz ; ar mogerioù-se a weler hiziv c'hoazh tro-dro da garter Fes al-Bali. Dindan ren an Almohaded e kreskas kêr Fes betek dont da vout unan eus ar re vrasañ er bed er bloavezhioù 1170-1180, gant ur boblañs vrasjedet a 200 000 a dud[5].

Fes da vare ar Verimerined

Goude tierniezh an Almohaded e voe Fes dindan beli hini ar Venimerined adalek 1248[6], hag e 1250 e voe kêr-benn a-nevez.
E 1276 e c'hoarvezas un eil pogrom enep ar yuzevien ; 14 anezho a voe lazhet kent ma voe saveteet ar re all a-drugarez d'an emir[7].
Gant ar Venimerined e voe diazezet Fes al-Djedid ("Fes Nevez"), o c'hreizenn velestradurel ha milourel. Da vare an dierniezh-se e voe Fes en he barr, en abeg d'he brud war an dachenn speredel dreist-holl[4] – ar Verimerined eo a ziazezas ar skolioù (madrasa) kentañ e Fes hag e Maroko[8].
Da vare ar Venimerined ivez e voe savet an darn vuiañ eus ar monumantoù a weler hiziv er medina (Fes al-Bali, ar gêr gozh) ; pa savjont seizh madrasa etre 1170 ha 1180 e ouezjont kemmeskañ hengoun Al-Andalus ha hini an Almohaded, ar pezh a lakaer hiziv da bimpatrom savouriezh Fes.

Bez Idris II

E miz Genver 1438, dindan ren an emir benimerid diwezhañ, Abd al-Haqq II, e voe adkavet bez Idris II e Fes pan oad oc'h ober labourioù e moskeenn Choufara ; da zawiya e voe lakaet, ha buan e troas da lec'h pouezus ur birc'hirinded[9].
En hevelep bloaz e voe savet ar Mellah, e-kichen palez an emir e Fes al-Djedid. Er penn-kentañ e voe poblet gant yuzevien deuet eus Fes al-Bali ; abred avat e teuas yuzevien verber eus Menezioù Atlas ha familhoù yuzev divroet diouzh Al-Andalus.

Da cherifed (chorfa-ed en arabeg ar Maghreb), da lavarout eo diskennidi eus ar profed Mohammed dre unan eus mibien e verc'h Fatima, en em lakae ar Venimerined. Peogwir e oa chorfaed ivez eus an Idrised e voe broudet o azeul a-c'houde kavadenn bez Idris II, ha roet yalc'hadoù da familhoù cherif gant ar Vernimerined, kement-se evit reizhwiriañ o beli lik. Adalek deroù ar XIVvet kantved, kantadoù a diegezhioù e Maroko a zisklêrias bout diskennidi eus Idris Iañ, e Fes hag e menezioù ar Rif pergen ; dre-se e seller outo evel kentidi an tierniezhoù cherif a renas diwezhatoc'h e Maroko.

E 1465, cherifed Fes a savas ur djihad – ur stourm – enep ar yuzev Aaron ben Batash, وزیر wizir – pennmaodiern ha kuzulier – an emir Abd al-Haqq II. Da-heul dic'houzougadur ar wizir e voe drouklazhet hogosik holl yuzevien Fes, ha lazhet an emir.
Ker bras e voe ar c'habaduilh e Fes, ar gêr-benn, ma tennas roue Portugal, Alfonso V, splet anezhañ evit kemer Tanger.
Goude an emsavadeg e voe lakaet Mohammed ibn Imram, penn cherifed Fes, da sultan[10] ; buan avat e trenkas e ren en abeg d'ur stourm evit ar galloud etre ar cherifed - dalc'hidi azeul Idris II – hag an djihaderien (مجاهدين‎ moudjahidin), anezho dalc'hidi un dierniezh verber zenata anvet Wattasided (1472-1554)[11]. E 1472 e voe diskaret ar sultan cherif gant ar wattasid Abou Abd Allah ach-Cheikh Mohammed ibn Yahya, hag a voe ar sultan wattasid kentañ o ren war Maroko ha Fes. E-pad e ren, a badas betek 1504, e klaskas chom feal da lezennoù ar Venimerined, kuit a vrochañ emsavadegoù nevez mar daoubennje kempouez bresk pobl Fes.

1472 – Bremañ- Eus sultanelezh ar Wattasided da rouantelezh Mohammed IV[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h sultan Wattasid a renas war Fez goude 1504 ha betek 1554. E-kerzh ren an eil (1504-1526), e 1522, e voe skoet Fes gant ur c'hren-douar hag a zistrujas un tamm mat eus kêr ; kempennet, adsavet pe erlerc'hiet e voe kalz savadurioù[12].

Un dierniezh all, ar Saadied, a oa o ren war Maroko ar Su abaoe ar bloaz 1509, gant Marrakech da gêr-benn. Anzavet o devoa beli ar sultaned wattasi betek 1528, hogen abalamour ma kreske o galloud e tagjont Fes e 1549 hag e skarzhjont ar sultan wattasid diwezhañ. Hennezh, gant sikour an Otomaned, a zeuas a-benn da adkemer Fes e deroù 1554 gant skor troadeien an arme otoman, hogen lazhet e voe gant ar Saadied en Emgann Tadla (hanter hent etre Fes ha Marrakech) e miz Gwengolo ; d'an 13 a viz Gwengolo 1554 ez eas Mohammed ach-Cheikh, ar rener saadi, tre e Fes. Diouzhtu e voe lakaet da sultan Fes ha Maroko a-bezh, o voulc'hañ an dierniezh hag o kas hini ar Wattasied da get.
E 1557 avat e voe drouklazhet gant an Otomaned a oa en Aljeria, a glaskas aloubiñ ar vro dindan ren o fenn Hasan Pacha, anezhañ mab HayreDin Pacha. Goude Emgann Wadi al-Laban (Meurzh-Ebrel 1558) en Norzh da Fes, Abdallah al-Ghalib, eil sultan Saadi Maroko, a redias Hashan Pacha da zistreiñ da Aljeria ma prientas e zifennoù enep ar Spagnoled hag a dagas Mostaganem en hevelep bloaz. Maroko neuze e voe ar Stad norzhafrikan nemeti o faezhañ an Otomaned.

Goude marv Abdallah al-Ghalib e 1574 e renas e vab Abu Abdallah Mohammed II Saadi e-pad daou vloaz hepken : e eontr Abu Marwan Abd al-Malik I Saadi, hag a oa tec'het da Gergustentin kerkent hag e niz war an tron, a zistroas d'ar Maghreb bloaz war-lerc'h ; en Aljeria otoman e savas un armead a 10 000 soudard turk hag e deroù 1576 ez aloubas Maroko kent kemer Fes e miz Meurzh ha skarzhañ e niz[13]. Hennezh a dec'has da Bortugal, ma c'houlennas skoazell evit adc'hounez e dron. Asantiñ a reas ar roue Sebastião Iañ, ha d'ar 4 a viz Eost 1578 e voe Emgann an Tri Roue e Ksar al-Kebir nepell diouzh Tanger. Faezhet e voe an niz hag e gevreded, met koulz an eontr ha roue Portugal a voe lazhet war an aerva. Chom dizalc'h a reas Fes ha Maroko, hag ar saadi Ahmed al-Mansour a voe sultan Maroko betek1603.

Dek sultan saadi a renas war Maroko betek diwezh an dierniezh e 1659. Kenderc'hel d'ober finborte a reas Fes, anezhi ur greizenn genwerzh veur e rann verber Afrika an Norzh ; betek an XIXvet kantved e voe al lech nemetañ ma kaved an doare togoù feltr a anver طربوش ṭarbūsh en arabeg ha « fez » dre ar bed a-bez. E dibenn hent kenwerzh an aour edo Fes, ar penn all o vout Timbuktu. Brudet e oa kêr ivez a-drugarez d'he broderezh ha d'he zraezoù lêr evel an درع daraqa, a oa skoed hengounel ar Vaored e Spagn – un adarga a vez atav gant Sancho Panza, floc'h Don Quijote de la Mancha.

E 1790 e voe dizalc'h Fes diouzh Stad Maroko; ne badas ket avat, pa voe adarre dindan beli Maroko e 1795. Div wech e savas kêr enep ar Stad, e 1819-1821 hag e 1832.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Ville nouvelle

Goude Enkadenn Agadir, digoret gant Bro-C'hall pa gasas rannarmeadoù e diabarzh Maroko e 1911, e voe sinet Feur-emglev Fes d'an 30 a viz Meurzh 1912 : asantiñ a reas ar sultan Abd al-Hafid Maroko (1875-1932) ma vije Maroko ur vro warezet gant Bro-C'hall. Kabaduilh a voe e Fes, ma voe distrujoù bras hag ur pogrom all ; e dalc'h ar C'hallaoued e voe, evel ur rann eus Gwarezveli Bro-C'hall e Maroko, betek ar 7 a viz Ebrel 1956 pa voe dizalc'h Stad Maroko a-nevez. Kêr-benn ar Stad warezet e chomas Fes betek 1925, pa zivizas ar jeneral Hubert Lyautey lakaat Rabat da gêr-benn en abeg da demz-spered rebell poblañs Fes ; en hevelep bloaz ez eas ar jeneral war e leve, ha Rabat a chomas kêr-benn Maroko betek bremañ.

E 1920 e voe digoret levraouegoù foran[14] hag un ugent vloaz diwezhatoc'h, e 1942, e c'hallas an dud mont d'ar Rex, sal sinema gentañ kêr Fes ; digor eo hiziv c'hoazh, a-douez dek sal all[15].
E 1946 e voe diazezet ar c'hlub mell-droad Maghreb Association Sportive de Fès (MAS), ha daou vloaz goude un eil klub, ar Wydad Athletic de Fès (WAF).

Goude dizalc'hiezh Maroko diouzh Bro-C'hall e voe digoret ar skol-veur al-Qarawiyyin en-dro, e 1963.
E 1981 e voe marilhet medina Fes e Glad bedel an UNESCO.
Ar gourhent A2 Fes-Meknes-Khémisset-Rabat, 190 km e hirder, a voe boulc'het e 1998 hag echuet e 1999.

XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boulc'het e voe savidigezh kemplezh sportoù Fes (45 000 kador) evit ar MAS e 1992 ; e 2003 e voe echuet al labourioù, met ne zigoras ket kent ar bloaz 2007.
E 2005 e tigoras e Fes ur skol-uhel ijinourien, an École nationale des sciences appliquées de Fès.
E medina Fes e voe staliet e miz Gwengolo 2011 an International Institute for Languages and Cultures (INLAC).

E 2015 e voe lakaet kêr Fes e dalc'h melestradurel rannvro Fes-Meknes.

Petra bennak ma 'z eo Fes unan eus koshañ kêrioù bras ar bed ez eur ur gêr arnevez anezhi ivez, a-drugarez d'ar c'henwerzh evel bepred ha d'an touristerezh ; dedennetoc'h c'hoazh e vez an douristed abaoe ma timezas ar roue Mohammed VI (* Rabat, 1963) e 2001 gant ar Verberez ⵍⴰⵍⵍⴰ Lalla ("Itron") Salma Bennani (* Fes, 1978).

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Staliet e voe Fes war glann ar stêr Jawhad (oued Fes), anezhañ un adstêr war ribl kleiz an Oued Sebou, en ur gompezenn lec'hiet 410 m a-us live ar mor e diazad strujus razegoù an Atlas Krenn, ouzh troad hanternozel an aridennad.

Meurvorel ha morkreizel eo an hin, levezonet-bras avat gant hogen hini ar menezioù ha dezerzh ar Sahara ; dre vras e vez tommoc'h an amzer eget war aodoù Maroko.
Heoliet e vez a-hed ar bloaz. Klouar ha gleb e vez er goañv, sec'h ha tomm-gor en hañv ; da 21,7 °C e savas ar gwrezverk keitat e 2017.

Doareoù hin Fes e 2017[16]
GEN C'HWE MEU EBR MAE MEZ GOU EOS GWE HER DU KZU Bloaz
Gwrezverkoù izelañ (°C) -2.0 0.0 0.9 5.2 8.7 9.5 9.9 13.9 10.5 9.7 4.9 1.8 -2.0
Gwrezverkoù keitat (°C) 10.6 13.3 14.9 19.5 23.4 27.9 28.7 29.8 25.1 23.7 17.0 12.7 21.7
Gwrezverkoù uhelañ (°C) 23.1 25.4 34.3 37.8 38.8 43.9 46.4 45.7 40.2 36.9 29.2 23.7 46.4
Kouezhadurioù (mm) 32.0 59.0 28.0 33.7 18.0 3.0 2.0 15.0 9.0 7.0 32.0 10.0 248.7

Savadurioù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E medina Fes
Medina Fes

Kement ha "kêr" e talvez مدينة medina, da lavarout eo ar gêr istorel a voe diazezet e 789 war glann ar stêr (Fes al-Bali). Pelloc'h e voe graet medina ivez eus ar gêr nevez a voe savet uheloc'h en XIIIvet kantved (Fes al-Djedid), pa 'z eo liammet ouzh Fes al-Bali. Disrannet eo medina Fes, n'eus nemet 2,8 km² dezhi, diouzh ar Ville Nouvelle vras bet savet gant ar C'hallaoued en XXvet kantved ha brasaet a-galz betek 320 km² a-hed ar c'hantved betek hiziv.
E Fes al-Bali emañ skol-veur al-Qarawiyyin ha zawiya Idris II ; dre zor ar c'hornôg (Bâb Bou Djeloud) ez eer tre e Fes al-Djedid m'emañ palez ar sultaned, a zo hiziv c'hoazh annez roue Maroko pa zeu da Fes. Pa guitaer Fes al Djedid dre zor ar su (Bâb Semmarine) ez eer tre er Mellah, ar c'harter yuzev.

Dre m'eo bet savet ar gêr gozh a-hed un dek kantved bennak, o veskañ meur a zoare deuet eus meur a sevenadur (andalouzian, berber, arab) ez eo medina Fes unan eus ar chêrioù istorel er bed hag a zo bet miret ar gwellañ, alese he marilhadur e Glad bedel UNESCO e 1981.

En arbenn da finborte an touristelezh e medina Fes ez eus bet estrenien o postañ arc'hant evit neveshaat tiez hengounel enni e-sell da ober eilannezioù anezho pe d'o reiñ e feurm d'an douristed.

Skolioù hengounel Fez
Ar madrasa Al-Attarin

A-viskoazh ez eo bet Fes ur greizenn relijiel bouezus er bed islamek, dre he skolioù pergen. An hini vrudetañ anezho eo مدرسة (madrasa) Al-Qarawiyyin, a zo ur skol-veur (جامعة djami'a ) hiziv ; kement ha "ploueziz" e talv القرويين qarawiyyin. Ur voskeenn e oa er penn-kentañ, bet staliet e 859 gant Fatima al-Fihri, anezhi ul lennegez merc'h d'ur marc'hadour pinvidik deuet eus Kairouan e Tunizia ; buan e voe staget ur skol ouzh ar voskeenn, hag ar skol-se eo an hini gentañ er bed a gement a zereas diplomoù, hervez UNESCO.

En XIIIvet kantved, pa oa Fes kêr-benn relijiel ha politikel ar Stad dindan ren ar Venimerined, e klaskas ar sultan Abu Yaqub Yusuf an-Nasr (ren 1286-1307) plaenaat an tennderioù etre lenneien relijiel ar gêr gozh, an oulemaed, dre lakaat sevel skolioù hervez kelennadurezh glasel ar maliki. Ar c'hentañ madrasa bet savet gant ar sultan eo hini Al-Saffarin (1280), teir all a voe krouet e Fes al-Bali c'hoazh : alese e teu brud vras Fes e bed an islam. Meur a vadrasa all a zigoras e Maroko, hag e vab a gendalc'has betek ma voe ur skol vrudet e pep kêr vras ar sultanelezh.[17]
E 1349 e voe staget ul levraoueg ouzh Al-Qarawiyyin. E 1670 e voe savet Chiratin, brasañ skol Fes al-Bali, gant ar sultan alawit Al-Rachid (ren 1666-1672) ; honnezh hag Al-Qarawiyyin eo an div skol nemeto ha na voent ket diazezet da vare ar Venimerined.

Kivijirioù
Er givijerezh Chouara

Kerkent ha diazez Fes en em stalias kivijerien enni, hag a-hed kantvedoù o deus padusaet doareoù hen o micher. Teir stal-labour zo e kêr, an hini vrasañ o vout Chouara adalek an XIvet kantved.
Ar pezh heverk e kivijerezh Chouara eo he listri maen leun a livegennoù liesliv hag ar re ma 'z eus dourennoù gwenn (graet diwar troazh buoc'hed, kaoc'h dube raz-bev, holen ha dour) ma souber krec'hin buoc'hed, deñved, givri ha dremedaled e-pad daou zevezh pe dri evit o gweñvaat betek ma vefent mezelladus a-walc'h evit lonkañ al livadurioù. Goude-se e vezont lakaet da soubañ e dourennoù-livañ graet diwar plant evel an indigo (Indigofera tinctoria) da gaout glas, an henne (Lawsonia inermis) evit an orañjez pe ar roz-aer (Papaver rhoeas) da livañ e ruz. Goude al livadur e vez lakaet ar c'hrec'hin da sec'hañ e heol. Dreist eo perzh al lêr a farder en doare-se, gant an dorn, hep ardivink na mekanik ebet.

Savouriezh vilourel
Bâb Chorfa, dor Kasbah an-Nouar

Gronnet a vogerioù enno eizh dor e voe Fes al-Bali en IXvet kantved. En XIvet kantved, goude bout bodet Fes al-Bali hag Al-'Aliya, an Almoravided a savas dorioù meur ha tourioù-ged kranellet. An Almohaded a zistrujas an danframmoù-se hag o adsavas en un doare all er c'hantved war-lerc'h ; gant ar Venimerined e voent klokaet er c'hantvedoù XII betek XVI, a-stur gant diazez Fes al-Djedid a-vaez d'an eizh dor : mogerioù nevez teir dor all enno evel Bâb al-Amer a voe savet etre an div gêr. An Alawited a doullas dorioù all, Bâb Bou Djeloud en o zouez e 1913. Gwardet gant soudarded ha serret da noz e veze dorioù kêr.[17] Pevarzek dor veur a c'heller gwelout e Fes hiziv.

Ouzhpenn mogerioù-difenn ha dorioù gwarded e voe savet meur a wikadell (قَـصْـبَـة‎ qaṣbah) a-feur ma tremene an amzer. An Idrised o devoa savet tourioùigoù-ged, met da vare an Almoravided e voe Fes kêr warzinon ar Maghreb ha kreisteiz Europa diouzh tu an Norzh, ha betek ar stêr Senegal er Su. Divizet e voe neuze sevel tourioù all ha gwikadelloù da sparlañ ouzh aloubadegoù. Trizek qaṣbah a voe savet tro-dro d'ar gêr gozh a-hed ar c'hantvedoù, an hini vrasañ o vout Kasbah an-Nouar ("Gwikadell ar Bleunioù") bet savet gant an Almohaded e penn gwalarn Fes al-Bali ; Bâb Chorfa ha Bâb Mahrouk eo an dorioù kozh a ro tremen er c'hornôg d'ar pezh a zo hiziv ur c'harter annezet[18]. Ur wikadell heverk all eo Kasbah Cherarda, a-vaez da Fes al-Bali, hag a voe savet en amzer ar Saadied er XVvet kantved ha lakaet da greñvlec'h gant ar sultan alawit Al-Rachid tro-dro d'ar bloaz 1670. Burdj ach-Chamal ("Tour an Norzh") zo ur c'hreñvlec'h hag a voe savet gant ar saadi Ahmed al-Mansour e 1582 diwar ur patrom portugalat. An Alawited eo a savas ar wikadell nevesañ, Kasbah Dar Debibagh, e 1729, a-vaez da gêr war hent Tanger.

Azeuldioù

Div voskeenn istorel ha tregont zo er medina, lod anezho stag ouzh ur skol, ur zawiya pe ur wikadell. Unan eus ar re goshañ evel-just eo moskeen Al-Qarawiyyin (859), met ker kozh all eo hini muzulmaned Al-Andalus, مسجد الأندلسيين masdjid al-Andalusiyyin (860), gant he minared bet savet er bloaz 956. Goude-se e voe staliet moskeennoù Ali Boughaleb (1090), Bou Djeloud (1191-1214) ha hini Kasbah an-Nouar (c. 1200). Meur a voskeenn a voe savet da vare ar Venimerined, en o zouez moskeen-veur Fes al-Djedid (1279), hini Abou al-Hasan (1341), re Chraliyin (1342) hag al-Hamra (1350) ; war bevenn hanternozel Fes al-Bali emañ moskeenn Bâb Giza, a voe savet gant Abou al-Hasan ivez ha kemmet-digemmet e-kerzh ar c'hantvedoù. Ar voskeenn nevesañ eo hini al-Rasifou, bet savet pa oa ar sultan alawit Moulay Souleiman o ren (1792-1822).
Er Mellah ez eus ur sinagogenn bet savet er XVIIvet kantved, hini Ibn Danan.

Dar Batha
Bolzoù

E kreiz Fes a-Bali emañ zawiya Idris II savet war bez eil rener kêr, gant ur voskeen stag outi ; er gêr gozh ivez ez eus ur zawiya heverk all gant he moskeen, hini Sidi Ahmed al-Tijani, anezhañ diazezer an urzh soufi الطريقة التجانية al-Ṭarīqah al-Tijāniyyah "Hent Tijani" en XVIIIvet kantved[19].
Bered-veur ar Venimerined zo e tu hanternozel ar gêr gozh.

Tavarnioù ha palezioù

Tremen kant فندق foundouq, tavarnioù hengounel evit ar veajourien hag ar varc'hadourien, zo e Fes c'hoazh ; unan eus ar re heverkañ eo Foundouq al-Nadjariyyin ("Tavarn ar Gilvizien"), bet savet gant ar sultan alawit Amin Adiyil en XVIIIvet kantved evit pourchas bod, boued hag etrepaouez d'ar varc'hadourien niverus hag a rae finborte kêr ; unan all eo Foundouq Achich, bet savet er XVIvet kantved.
Dar al-Makhzen ("Ti ar Stal"), anvet ivez Palais Royal, e oa palez ar sultaned war 80 hektar e Fes al-Djedid ; annez roue Maroko eo hiziv, ha n'eo ket digor d'an dud. Meur a balez all zo bet troet da sezioù servijoù melestradurel ; unan anezho, Dar Batha, bet savet gant ar sultan alawit Moulay Abdelaziz e 1897, zo ur mirdi abaoe 1915.

Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (ar) ABD AL-WAHID AL-MARREKOSHI (aozer) & (en) DOZY, R. (raklavar) : The History of the Almohades, Leyden, E. J. Brill, 1881 Lenn en-linenn
  • (fr) ABOU MOHAMMED SALIH IBN 'ABD AL-HALIM : Roudh el-kartas. Histoire des souverains du Maghreb (Espagne et Maroc) (Éd.1860), Hachette / BnF, 2012, (ISBN 978-2-01-276834-5) Lenn en-linenn
  • (en) ABUN-NASR, Jamil M. : A History of the Maghrib in the Islamic Period, Cambridge University Press, 1987 (ISBN 978-0-521-33767-0)
  • (fr) AGABI, C. & SANTUCCI, J.-C. : Fès (Fas), 1997, en Encyclopédie berbère, 18 / Escargotière – Figuig Lenn en-Linenn
  • (en) ARNOLD, Sir Thomas W. : E.J. Brill's First Encyclopaedia of Islam 1913-1936, Brill, 1987 (ISBN 978-90-04-08265-6)
  • (pt) ASSALEH, Abu Mohammed : Historia dos soberanos mohametanos: das primeiras quatro dysnastias e de parte da quinta, que reinarao na Mauritania, Lisboa, Academia Real das Sciencias, 1828, pp. 116–117 Lenn en-linenn
  • (en) BECK, Herman L. : L'image d'Idris II, ses descendants de Fas et la politique sharifienne des Sultans Marinides - 656-869/1258-1465, Brill, 1989 (ISBN 978-90-04-09054-5)
  • (en) BENNISON, Amira K. : Jihad and its Interpretation in Pre-Colonial Morocco, Routledge, 2002 (ISBN 978-0-7007-1693-7)
  • (en) BENNISON, Amira K. & GASCOIGNE, Alison L. : Cities in the Pre-Modern Islamic World: The Urban Impact of Religion, State and Society, Routledge, 2000 (ISBN 978-1-1340-9650-3)
  • (en) BIANCA, Stefano : Urban Form in the Arab World. Past and Present, Zürich, Hochschulverlag AG, 2000 (ISBN 978-3-7281-1972-8)
  • (en) BOSWORTH, Edmund C. : Historic Cities of the Islamic World, Leiden, Koninklijke Brill, 2007 (ISBN 978-90-04-15388-2)
  • (en) BOUM, Aomar & PARK, Thomas K. : Historical Dictionary of Morocco, Scarecrow Press, 2006 (ISBN 978-0-8108-6511-2)
  • (en) DUMPER, Thomas & RICHARD, Michael & STANLEY, Bruce : Cities of the MiDle East and North Africa, ABC-CLIO, 2006 (ISBN 978-1-57607-919-5)
  • (fr) EL-KARTAS, Roudh : Histoire des souverains du Maghreb (Espagne et Maroc) et annales de la ville de Fès, Paris, 1850 https://babel.hathitrust.org/cgi/pt?id=hvd.32044066172081;view=1up;seq=13 Lenn en-linenn]
  • (en) HADAD, Heskel M. : Jews of Arab and Islamic Countries – History, Problems and Solutions, Shengold Publishers, 1984 (ISBN 978-0-88400-100-3)
  • (en) IBN BATTUTA (aozer) & MACKINTOSH-SMITH, Tim (kempenner) : The Travels of Ibn Battutah, Pan Macmillan, 2003 (ISBN 978-0-330-41879-9)
  • (en) ILAHIANE, Hsain : Historical Dictionary of the Berbers (Imazighen), Scarecrow Press, 2006, (ISBN 978-0-8108-6490-0)
  • (fr) JULIEN, Charles-André : Histoire del'Afrique du Nord - Des origines à 1830, Payot, 1994, (ISBN 978-2-228-88789-2)
  • (en) KISSLING, Hans J. : The Last Great Muslim Empires – Volume III, Markus Wiener Publishers, 1995, (ISBN 978-1-55876-112-4)
  • (en) MERI, Josef W. : Medieval Islamic Civilization, Routledge, 2005, div levrenn (ISBN 978-0-415-96690-0)
  • (fr) MÉTALSI, Mohammed : Fès, la ville essentielle, ACR, 2003 (ISBN 978-2-86770-152-8)
  • (en) OLIVER, Roland : The Cambridge History of Africa - c. 1050-c. 1600, Cambridge University Press, 1977 (ISBN 978-0-521-20981-6)
  • (en) O'MEARA, Simon : Foundation Legend of Fez, e Bennison & Gascoigne, op. cit.
  • (en) PENNEL, C. R. : From Empire to Independence, Oneworld Publications, 2003 (ISBN 978-1-85168-303-1)
  • (en) POWERS, David S. : Law, Society and Culture in the Maghrib, 1300-1500, Cambridge University Press, 2002 (ISBN 978-0-521-81691-5)
  • (en) SHATZMILLER, Maya : The Berbers and the Islamic State, Markus Wiener Publishers, 2017 (ISBN 978-1-55876-224-4)
  • (en) SYED, Muzaffar Husain : A Concise History of Islam, New Delhi, VIJ Books, 2011 (ISBN 978-93-81411-09-4)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Fas / Fes : etre /a/ hag /e/ eo distagadur an ا alif arabek ; Fès eo ar skrivadur gallek ofisiel e gouarnamant Maroko.
  2. Mellah a reer e Maroko eus karter ar yuzevien en ur gêr abaoe donedigezh ar yuzevien e Fes ; ur ghetto eo e gwirionez, dre ma vez mogerioù ouzh e zisrannañ diouzh ar gêr vuzulman.
  3. Ibn Battuta, op. cit. & Dumper, op. cit. & O'Meara, op. cit.
  4. 4,0 ha4,1 Arnold, op. cit.
  5. (en) Morocco 2009, Oxford Business Group, 2009 (ISBN 978-1-9070-6507-1) p. 252
  6. Ilahiane, op. cit.
  7. Abou Mohammed Salih, op. cit.
  8. Shatzmiller, op. cit.
  9. Powers, op. cit., p. 14 – Lenn en-linenn
  10. Beck, op. cit.
  11. Bennison, op. cit.
  12. (en) Riad Layalina Fez
  13. Oliver, op. cit.
  14. (en) World Encyclopedia of Library and Information Services, (ISBN 978-0-8389-0609-5)
  15. (en) Movie Theaters in Fez
  16. Mammenn : Infodimat
  17. 17,0 ha17,1 Pennell, op. cit.
  18. Google Maps
  19. (en) Sidi Ahmed al-Tijani Zawiya