Laikelezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • ██ Stadoù lik
  • ██ Stadoù gant ur relijion Stad
  • ██ Amsklaer pe hep ditour ebet

Al laikelezh[1] pe c'hoazh al likelezh[2], zo ur bennaenn disparti etre ar Stad hag ar gevredigezh foran diouzh ar gevredigezh relijiel.
E Bro-C'hall e voe disklêriet likelezh ar Stad d'an 9 a viz Kerzu 1905 dre al lezenn anvet Loi concernant la séparation des Églises et de l'État[3] gant ar pal staliañ neptuegezh ar Stad da geñver an holl kredennoù relijiel. Gant ur ster ledan e vez implijet an termeniñ-se evel patrom d'an aozadurioù, foran pe brevez, hag a vez dizalc'h diouzh ar gloer hag an ilizoù.

Enebet e vez ar Stadoù lik ouzh ar re o deus ur relijion a Stad. Hervez ar broioù ez eo disheñnvel pennaenn an disparti etre ar Stad hag ar relijionoù hag an doare liammoù a vez staliet kenetrezo.

Termenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e vez eus laikelezh pe eus un aozadur lik evit termeniñ un aozadur pe ur framm hag a zo dizalc'h diouzh selloù ar relijionoù pe re ar gloer war ar bed. Neptu e rankont bezañ da geñver kredennoù pep den ; dre-se e vez kaoz eus "laikelezh-Stad" pe eus "laikelezh an deskadurezh".

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwriziennet eo mennad al laikelezh e skridoù ar brederourien henc'hresian ha roman, Marcus Aurelius hag Epikuros, prederourien eus Kantved ar Sklêrijenn evel John Locke (1632-1704), Pierre Bayle (1647-1706), Voltaire (1694-1778), Denis Diderot (1713-1784, pe c'hoazh Tadoù diazezer Stadoù Unanet Amerika evel Thomas Paine (1737-1809), Thomas Jefferson (1743-1826) ha James Madison (1751-1836).
E Bro-C'hall gant Lezennoù Jules Ferry, pe c'hoazh e skridoù ar brederourien arnevez aknostek pe dizoue evel Bertrand Russell, Robert Ingersoll, Albert Einstein, ha Sam Harris.

Mennad al laikelezh a zo bet savet gant tud a bep seurt ha n'eo ket hepken gant tud dizoue. Setu penaos e kaver Averroes, ur prederour ha doueoniour muzulmat eus Andalouzia hag a skrive en arabeg en XIIvet kantved e-touez krouerien mennozh al laikelezh.

Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lezenn a bled gant al laikelezh, pe "Lezenn 1905", a oa bet awenet gant an neptuegezh da geñver ar relijion katolik dreist-holl. Klasket e oa bet kavout an neptuegezh-se ivez da geñver aozadur an devezhioù-skol. Un devezh dilabour a oa bet lakaet da dalvezout evit reiñ an tu da zegas deskamant relijiel d'ar skolidi met er-maez eus ar skol.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]