Ksar El Kebir

Eus Wikipedia
Ksar el-Kebir e 2012

Ksar el-Kebir (arabeg : القصر الكبير al-Qşar al-Kabīr "ar C'hastell Meur" ; spagnoleg : Alcazarquivir ; portugaleg : Alcácer-Quibir), zo ur gêr e Maroko e rannvro Tanger-Tétouan, en hanternoz ar vro, nepell diouzh Tanger.
E 2014 e oa 126 617 a dud enni.

E Ksar el-Kebir e voe Emgann an Tri Roue d'ar 4 a viz Eost 1578, ma stourmas ez-sultan Fes ha Maroko hag e gevreded Sebastião Iañ enep ar sultan nevez, o faezhas. Koulz roue Portugal hag ar sultan nevez a varvas en emgann.