Don Quijote de la Mancha

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
embannadur kentañ, 1605

El ingenioso hidalgo Don Quixote de la Mancha hervez an anv orin, El Quijote e spagnoleg a vremañ, Don Kic'hote peurvuiañ er skridoù brezhonek, zo ur romant spagnolek gant Miguel de Cervantes (1547-1616) embannet dre ziv rann e 1605 ha 1615 ma kont troioù-kaer ar marc'heg Don Quijote de la Mancha.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Quixote eo an doare-skrivañ kozh hag a glote gant distagadur ar mare, pa veze distaget /x/ evel ar CH brezhonek.
Quijote, e spagnoleg a vremañ, a ziskouez e vez distaget /x/ evel ar jota, da lavaret eo ar C'H brezhonek.

Ar romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kontet eo troioù Alonso Quijano, un hidalgo a lenn kement a romantoù marc'hegiezh ma laka en e benn da vont da varc'heg, ha da gemer an anv Don Quixote. Kemer a ra un tieg, Sancho Panza, da skoedour gantañ.

Brudet eo abadenn ar milinoù-avel el levr.


Embannadurioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus ket a droidigezh eus skrid klok romant Cervantes.