Morisked

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
"Moriked e rouantelezh Granada,o pourmen war ar maez". Treset gant Christoph Weiditz, e 1529

Ar Vorisked (e spagnoleg Los moriscos, diwar ar ger moro) eo ar vuzulmaned eus Al-Andalus, a voe badezet dre urzh ar rouaned katolik e 1502. Komz a raent an algaravia, an anv roet d'o yezh arabek.

Koulz ar vuzulmaned katolikaet a-youl-gaer a-raok ar bloaz-se evel ar re katolikaet dre nerzh goude a voe anvet morisked. A-raok-se e veze graet an anv mudéjar eus ar muzulman a veve mui pe vui hervez e feiz e rouantelezh Kastilha; en Aragon e oant moros hag en Valencia, e oant sarraïns (pe "sarracenos" e spagnoleg).

E Rouantelezh Aragon hag e rouantelezh Valencia e oant niverus. E kurunenn Kastilha avat ne oant ket.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.