Mont d’an endalc’had

Menezioù Atlas

Eus Wikipedia
Ur pennad disheñvelout Atlas zo ivez.

Gwel eus an Atlas e Maroko.

An Atlas (berbereg: idurar n Watlas, arabeg: جبال الأطلس‎) a zo un aradennad venezioù Afrika an Norzh, er Maghreb, war 2 500 km a-dreuz Maroko, Aljeria ha Tunizia. Toukbal, gant e 4 167 m eo ar beg uhelañ, e mervent Maroko. Ar menezioù Atlas a zisparti an aodoù kreizdouarel hag atlantel diouzh ar Sahara. An dud a zo chom er menezioù Atlas a zo Berbered anezho evit an darn vrasañ. Er menezioù-mañ ez eus plant ha loened na vezont kavet nemet amañ, reoù all eus Europa ; ha reoù zo a zo en arvar pe aet da get. Da skouer ar marmouz berber, arzh an Atlas (aet da get), al loupard berber, ar c'harv berber, al leon berber (aet da get), hag all.

Lakaat a ra an anv da soñjal er vojenn c'hresian eus ar ramz Atlas bet kondaonet gant Zeus da zougen bolz an oabl war he zivskoaz.

Meur a venezieg zo anezho. Teir rann zo d'an Atlas, a gornôg da reter:


Kartenn a ziskouel pelec'h emañ ar menezioù Atlas.

Savet int bet da mare ar Rakkambrian, ha savet goude e-pad tri marevezh eus istor an douar.


Ar menezioù Anti-Atlas a zo bet krouet pa voe stokadenn etre Afrika hag Amerika. Hiziv an deiz e c'haller gwelout restajoù eus ar menezioù se er Menezioù Appalachoù en Amerika.

Tektonik kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mare distummadur a empleg an Anti-Atlas, a zo bet krouet er Paleozoeg gant stokadenn ar c'hevandiroù. Norzhamerika, Europa hag Afrika a zo bet stok-ha-stok milionoù a vloavezhioù zo.

An eil tektonik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad mare ar Mezozoeg e lakae un astennadenn eus ar gwiskad douarel ar c'hevandiroù da bellaat an eil diouzh ar reoù all. An astennadenn-mañ a groue diazoù goueledennet bras ha intrakevandirel. Ul lodenn vras eus lodenn roc'hellek ar menezioù a oa dindan ar morioù pell 'zo.

An trede tektonik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn ar fin, etre 65 ha 1,8 milion a vloavezhioù zo ez eus bet ur stokadenn all etre Europa hag Afrika evit sevel ar menezioù Atlas a-vremañ.

Regennadoù ar menezioù Atlas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar regennadoù a c'hell bezañ rannet e peder rannvro vras, eus ar c'hornôg d'ar gevred:

An Atlas Uhel a zo lec'hiet a-us an Atlas Krenn, mont a ra war-zu bro Aljeria, poblet gant Berbered dreist-holl. El lodenn-mañ emañ Ouarzazate, traoñien an Draa, ha traoñienn an Ourika.

Regennad Atlas krenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lodenn gren eus ar menezioù Atlas a zo lec'hiet nemet e bro maroko. Goude al lodenn man a zo ul loden garvegier a za betek bro aljeria. An Atlas uhel a en em ledannat a ra war 700 kilometric gant tro dro 10 beg menez a za uheloc'h eget 4.000 metrad. An norzh a zo dispartiet eus al lodenn gren gant ar stêr Sebou.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Menezioù ar Rif a zo e Maroko a sav betek 2 456 metr.