Appalachoù
Arabat droukveskañ gant Apalached
An Appalachoù (e saozneg: Appalachian Mountains pe Appalachians) a zo un aradennad venezioù e reter Amerika an Norzh hag a ya eus an Douar-Nevez (Kanada) en norzh da greiz stad Alabama (er Stadoù-Unanet) er su war-hed un 2 000 km bennak. Menez Mitchell (2 037 m), e North Carolina, eo ar beg uhelañ.
Emañ an Appalachoù etre plaenenn aod ar Meurvor Atlantel, er reter, ha diazad ar Mississippi hag al Lennoù Meur er c'hornaoueg. Ul lec'h greantel bras e oa bet gant ar vetalurgiezh hag an eztennañ glaou met war ziskar emañ an industriezh-se.
Tra all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roet en deus an aradennad-mañ hec'h anv, e douarouriezh, d'ur seurt torosennadur, an "torosennadur appalachian".