Mont d’an endalc’had

Apalached

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Appalachoù

  • ██ Tiriad an Apalached
  • An Apalached (Apalachee e saozneg) a oa ur boblad Amerindianed hag a veve e gwalarn Florida, e korn-bro Tallahassee, war aod Bae Apalachee (Apalachee Bay) er biz da Bleg-mor Mec'hiko[1], etre ar stêrioù Ochlockonee er c'hornôg hag Aucilla er reter.

    Ur yezh vuskogeek e oa an apalacheg, hervez dielloù an ergerzhourien spagnol a gejas outo e 1528.

    Da get e voe kaset an Apalached e dibenn an XVIIIvet kantved[2], hag o yezh ganto. Ul lizher skrivet en o yezh gant pennoù apalach da roue Spagn e 1688 eo ar skrid apalachek nemetañ a zo deuet betek ennomp[3].

    Div vartezeadenn zo a-zivout orin an anv « Apalach » : eus ar ger mikasoukiek evit "tud an tu arall", pe eus ar tchoktaweg apelachi "skoazeller"[4].

    E-tro ar bloaz 800 e vleunias ur sevenadur amerindian a zo bet anvet Mississippian culture, "sevenadur ar Mississippi", a dizhe etre ar Meurvor Atlantel er reter ha Stad Mississippi er c'hornôg, hag etre Lennoù Meur Amerika en norzh ha Pleg-mor Mec'hiko er su ; unan eus pobladoù ar sevenadur-se e oa an Apalached.

    Rannet etre penniezhoù niverus e oa an Apalached, ha kenwerzhourien ampart e oant war dachenn sevenadur ar Mississippi en e bezh. Pan erruas Europiz e Florida e 1528, eleze an ergerzhadeg kaset gant ar Spagnol Pánfilo de Narváez (1470/78-1528) e tisklêrias an Apalached e oa en o bro an holl binvidigezhioù edo o klask. Derc'hel penn ouzh argadeg ar Spagnoled a reas an Amerindianed, ken e tec'has De Narváez a-zirazo hag e veuzas en ur glask repu e Bae Apalachee.

    Er bloaz 1539 e tilestras ur c'honkistador arall, Hernando de Soto (~1500-1542), en aod kornôgel Florida da glask aour, en devefe kavet e bro an Apalached hervez an Amerindianed kentañ a welas. Daoust da stourm an Apalached e voe kemeret o c'hêr-benn Anhaica (Tallahassee hiziv) gant De Soto, a chomas eno e-pad ar goañvezh 1539-40. Prim avat e voe an Apalached oc'h enepstourm dre gerc'hadennoù ha spioù ; ker kreñv e oa o saezhoù ma oant gouest da dreuziñ daou wiskad sae-vailhek : peogwir e vezent war droad e tagent mirc'hed ar Spagnoled, a voe rediet da gemer an tec'h war-du an Norzh, da Georgia hiziv[5].

    E deroù ar XVIIvet kantved e voe staliet ur mision frañsezat spagnol war diriad an Apalached, a-drugarez da wanded an Amerindianed goude bout bet taget gant kleñvedoù deuet gant an alouberion. Niverus e voe an Apalached o tegemer ar gatoligiezh hag ouzh he c'hejañ gant o hengoun. E 1647 avat en em savas an Apalached enep ar Spagnoled ; moustret-garv e voe an emsavadeg, ha troet e voe an Amerindianed da sklaved[6].

    Meur a vision goude an hini kentañ a voe staliet en tiriad aloubet. Er bloavezhioù 1670 e voe argadet lod anezho gant meuriadoù Amerindianed deuet eus an norzh hag ar c'hornôg ; prizonidi a voe paket ganto ha gwerzhet evel sklaved da drevadennerien saoz Carolina : adalek 1663 betek 1712 e voe eus Province of Carolina, a droas da North Carolina ha South Carolina. Lod Apalached a savas a-du gant ar Spagnoled, hag a argasas an argaderien war-du ar reter, a gendalc'has da harellat ar misionoù, ar pezh a voulc'has un doare brezel diabarzh etre Amerindianed.

    E 1702 e krogas Brezel Anne Breizh-Veur (Queen Anne War) etre Bro-Saoz, Spagn ha Bro-C'hall evit bout mestr war Norzhamerika tra ma oa Brezel Hêrezh Spagn en Europa (1701-1715). E Carolina ec'h eas lod Apalached gant ar Saozon a-enep ar Spagnoled hag Apalached arall. E 1704 e voe argadet Provincia de Apalache e Florida, paket 2 300 Apalach gant ar Saozon, o zroas da sklaved ; un niver bras arall a voe paket e kreiz ar bloaz. Koulz misionerien hag Apalached kristen a voe jahinet ha muntret — Apalachee massacre e saozneg ha Masacre de Apalache e spagnoleg a reer eus al lazhadeg-se[7]. Kuitaat ar broviñs a eure ar Spagnoled pa glevjont anv eus un trede argadeg[8].

    Goude lazhadeg 1704, un 800 Ameriandian bennak a-gevret gant trevadennerion spagnol a dec'has war-du ar c'hornôg betek Pensacola. An Apalached a yeas pelloc'h betek korn-bro Mobile (en Alabama hiziv), a oa dindan beli Bro-C'hall, ma voent skoet gant an derzhienn velen. Lod eus ar re a oa chomet bev a yeas pelloc'h c'hoazh er c'hornôg, betek glannoù ar Red River e Louisiana a-vremañ, m'en em veskjont gant pobladoù Amerindianed arall ; lod arall a zistroas da gorn-bro Pensacola. Er bloaz 1718 e tistroas un nebeud Apalached d'o bro c'henidik

    Pa voe lakaet Florida dindan veli Breizh-Veur e 1763 e voe divroet meur a diegezh apalach da Veracruz e Mec'hiko, ha lod arall da Guba[9][10]

    Ur grugell adsavet e Tallahassee

    Ul lodenn eus "sevenadur ar Mississippi" e oa an Apalached. Labourerion-douar e oant en ur gevredigezh rannet etre penniezhoù enno kêrioù (etre 50 ha 100 ti) ha kêriadennoù, renet gant daou c'houarnamant a-bep-eil hervez ma veze brezel pe beoc'h.[3]. A-hêrezh dre ar maouezi e oa ar galloud[11]. Tro-dro da grugelloù-leurennoù e veze bodet tiez ar c'hêrioù, evit abegoù lidel, relijiel ha kañv, ha war glannoù ul lenn alies evit kaout dour, pesked ha gallout treuzkas danvezioù kenwerzhel. War lez al Lenn Jackson en norzh da Dallahassee edo ar gumuniezh Apalached vrasañ, en-dro da veur a grugell ha war-dro 200 annez enni.

    Amarant, fav, koulourdrennoù, maiz ha troioù-heol a c'hounezent ; un niver bras a blant gouez a zastument ivez, ha hemolc'hiñ jiber a bep seurt a raent[12].

    Izili eus ur rouedad kenwerzhel ec'hon e oa an Apalached : eus ar Meurvor Atlantel er reter da Oklahoma a vremañ er c'hornôg, hag eus Pleg-Mor Mec'hiko er su betek al Lennoù Meur en norzh. Dre ar rouedad-se e c'hellent prenañ traezoù e kouevr, feilhennoù mika, roc'helloù gwer (greenstone) ha kailh galen a baeent hep mar gant kregin, perlez, dent rinkined, pesked mogedet, kig baot-mor, holen hag Ilex vomitoria, a servije da fardañ an died anvet "evaj du".

    Binvioù askorn ha maen a veze fardet gant an Apalached ; diwar gregin e raent ivez. Gwiadiñ ha fardañ podoù a raent, koulz ha labourat krec'hin kirvi. Tiez a savent, toennet gant delioù palmez pe rusk elv ha siprez. Boas e oant da virout boued e toulloù kleuzet en douar ha bourellet, hag e kaeloù dreist tantadoù e vernient bouedoù mogedet pe sec'h ; kement a virent ma kavas Hernando de Soto trawalc'h anezho da vagañ 600 den ha 220 marc'h a-hed 5 miz.

    Gwiskañ o c'horfoù gant krec'hin kirvi pe gwiadoù plant a raent. Butunat a raent e-kerzh o lidoù. Ar wazed a datoue o c'hroc'hen kent mont d'un emgann, ma pennkignent o enebourion. Pa veze lazhet ur c'hadour apalach e ranke e gumuniezh dialañ e dremenvan.

    C'hoari polotenn

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Boas e veze a Apalached da c'hoari un doare mell-droad gant ur bolotenn. Deskrivet e voe ar c'hoari gant ar beleg spagnol Juan de Paiva hag an Apalached kristenaet Diego Salvador ha Juan Mendoza e 1677[13] evit klask e gas da get peogwir e oa taer, pagan ha brizhkredennus.

    Ar c'hoarierion a glaske kas gant o zreid ur bolotenn, graet gant kroc'hen karv gwriet tro-dro da fank sec'h, d'ur pal tric'hornek, plat hag uheloc'h eget e ledander ; ul pal hepken, warnañ un neizh hag un erer plouzet, a oa war an dachenn : 1 poent a veze merket pan ae ar bolotenn tre er pal, ha 2 boent mard errue en neizh ; gant 11 poent e veze gounezet ar c'hrogad. Taer e veze ar c'hrogadoù : pa glaske ur c'hoarier kuzhat ar bolotenn en e c'henoù e pake taolioù en e gof pe e veze mouget evit he lakaat da vonet er-maez; mervel a rae ur c'hoarier a-wezhioù.

    Daeet e veze ur gêriadenn gant unan arall, ha kendivizet e veze an deiz ma vefe c'hoariet ar c'hrogad. Bankoù ha pergolaoù a veze staliet war bevennoù an dachenn evit arvesterion an daou skipailh. Klaoustreoù a veze, hep moneiz avat peogwir ne oa ket : lodennoù eus o madoù a lakae an dud e klaoustre neuze[14]. Etre 40 ha 50 c'hoarier a oa e pep skipailh ; enoret-bras e veze ar c'hoarien wellañ : un ti a veze savet evito, hadet e veze o farkeier en o lec'h, ha distroet e veze o gwalloberioù evit o mirout e skipailh ar gumuniezh[14].

    Reolennoù lidel strizh a oa a-zivout daeañ ur skipailh, prientiñ an dachenn hag he zrowardroioù, hag arall. Nebeut-ha-nebeut e voe lakaet elfennoù kristen er c'hoari, evel c'hoarierion o c'houlenn ma vefe treset sin ar groaz a-us ur veskadeg e-kerzh ur c'hrogad[14].

    Chalet e veze lod Spagnoled a-hed predad ar c'hrogadoù : ne veze mui gwarezet ar misionoù diouzh an argadegoù, ha den ebet ne rae war-dro al labour-douar ; lod arall avat a save a-du gant ar c'hoari, peogwir e oa ur boaz hag a lakae an Amerindianed eürus a-walc'h evit labourat er parkeier. Hervez an Apalached e oa ar c'hoari un hengoun eus ar re goshañ, ha n'o deveze plijadur arall ebet evit disoñjal o dienez[14].

    Tri aozadur Amerindianed a lavar bout diskennidi eus an Apalached, an holl e Louisiana, petra bennak ma ne vezont ket anzavet evel pobladoù : an Talimali Band of Apalachee Indians e Pineville, an Apalachee Indians Talimali Band e Stonewall hag an Apalachee Indian Tribe en Alexandria.

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • (en) Brown, Robin C. : Florida's First People. Sarasota : Pineapple Press, 1994 (ISBN 978-1-56164-032-4)
    • (en) Ewen, Charles R. & Hahn, John H. : Hernando de Soto Among the Apalachee. Gainsville : University Press of Florida, 1998 (ISBN 978-0-8130-1557-6)
    • (en) Hahn, John H. & McEwan, Bonnie G. : The Apalachee Indians and Mission San Luis. Gainsville : University Press of Florida, 1998 (ISBN 978-0-8130-1564-4)
    • (en) McEwan, Bonnie G. & Fogelson, Raymond D. : Handbook of North American Indians: Southeast. Washington : United States Government Printing Office, 2004 (ISBN 978-0-16-072300-1)
    • (en) Milanich, Jerald T. : Laboring in the Fields of the Lord – Spanish Missions and Southeastern Indians. Gainsville : University Press of Florida, 2006 (ISBN 978-0-8130-2966-5)
    • (en) Swanton, John R. : The Indian Tribes of North America. Baltimore : Genealogical Publishing Company, 2003 (ISBN 978-0-8063-1730-4)
    • (en) Thomas, David Hurst : The Missions of Spanish Florida. New York : Garland Publishing, 1991 (ISBN 978-0-8240-2098-9)
    • (en) Tucker, Spencer C. : The Encyclopedia of North American Indian Wars, 1607-1890. Santa Barbara : American Bibliographical Center-Clio Press, 2011 (ISBN 978-1-85109-697-8)

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    1. 30°02'14.0" N – 84°10'15.0" K
    2. McEwan & Fogelson, p. 676.
    3. 3,0 ha3,1 McEwan & Fogelson, p. 669.
    4. Swanton, p. 122.
    5. (en) Hudson, Charles M : Knights of Spain, Warriors of the Sun – Hernando de Soto and the South's Ancient Chiefdoms. Athens : University of Georgia Press, 1998 (ISBN 978-0-8203-2062-5)
    6. Tucker, p. 27.
    7. (en) 'Pogrom in Apalachee'. Kavet : 30 Here 23.
    8. Milanich, pp. 184-185, 187.
    9. Milanich, pp. 187-188, 191, 195.
    10. (en) Horwitz, Tony : Apalachee Tribe, Missing for Centuries, Comes Out of Hiding, 'The Wall Street Journal, 09/03/2005. Kavet : 30 Here 23.
    11. McEwan & Fogelson, p. 670.
    12. McEwan & Fogelson, p. 671.
    13. (en) 'Early Visions of Florida – Ball Game Manuscript'. Kavet : 30 Here 23.
    14. 14,0 14,1 14,2 ha14,3 Bushnell, Amy (1978) : That Demonic Game, in Thomas (1991).