Apalacheg
Neuz
Yezh ar boblad amerindian Apalached e oa an apalacheg. Ur yezh vuskogeek e oa, a veze komzet e Florida ; kar e oa d'ar c'hoasatieg ha d'an alabamaeg[1].
N'eo anavet an apalacheg nemet dre ul lizher bet skrivet e 1688 gant pennoù apalach da Garlos II, roue Spagn ; diwar al lizher-hont, ar yezhoniour stadunanat Geoffrey Kimball en deus kinniget un damskeudenn eus yezhadur ha geriaoueg an apalacheg[2].
|
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Broadwell, George Aaron : 'Reconstructing Proto-Muskogean Language and Prehistory: Preliminary results'. Kavet : 30 Here 2023.
- ↑ (en) Kimberley, Geoffroy : A Grammatical sketch of Apalachee. In : 'International Journal of American Linguistics, levrenn 53, niv. 2 (Ebrel 1987), pp. 136-174. Kavet : 30 Here 2023.