Butun

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Butun
Ur vutunerez kuban

Butun a vez graet eus un danvez labouret ha tennet eus delioù sec'het ar plant Nicotiana tabacum a orin eus Amerika hag eus ar reizh plant Nicotiana eus familh ar Solanaceae.
Aozet e vez da vout butunet, chaoket pe friataet.
Implij ar butun zo en em ledet dre ar bed adal Amerika. Kenwerzh ar butun a vez alies ur monopol Stad gant taosoù disheñvel-tre hervez ar broioù.

Ar butun eo mammenn ur sujidigezh spered ha korfel kreñv. Degas a ra kudennoù yec'hed a-leizh, tro 6 milion a dud a varv dre ar butun bep bloaz er bed, 600 000 anezho o vezañ nann-butunerien met soubet alies er moged butun : butunerien-gouzañv a reer anezho. Kalz kleñvedoù a zo liammet gant ar fed da vutuniñ, da lavarout eo kleñvedoù ar reizhiad galongwazhiedel, krignoù-bev hag all.