Mont d’an endalc’had

Pleg-mor Mec'hiko

Eus Wikipedia
pleg-mor Mec'hiko
Pleg-mor, mediterranean sea
Rann eusAmerican Mediterranean Sea Kemmañ
AnvGolfo de México, Golfe du Mexique, Gulf of Mexico, Murascaill Mheicsiceo Kemmañ
Anv ofisielGulf of Mexico, golfe du Mexique, Zatoka Meksykańska, Golf von Mexiko Kemmañ
Bro an diazadMec'hiko, Stadoù-Unanet, Kuba Kemmañ
Anvet diwarMec'hiko Kemmañ
StadMec'hiko, Stadoù-Unanet, Kuba Kemmañ
Daveennoù douaroniel25°0′0″N 90°0′0″W Kemmañ
Map
Pleg-mor Mec'hiko
Cantarell

Pleg-mor Mec'hiko (Gulf of Mexico e saozneg, Golfo de México e spagnoleg) zo ur pleg-mor bras eus ar Meurvor Atlantel e Norzhamerika.

En-dro dezhañ emañ Mec'hiko (stadoù Yucatán, Campeche, Veracruz, Tamaulipas), Stadoù Unanet Amerika (stadoù Florida, Alabama, Louisiana, Mississippi, Texas) ha Kuba. Dre ur strizh-mor anvet Kanol Yucatán e tigor war ar Mor Karib, ha dre strizh-mor Florida e tigor war ar peurrest eus ar Mor Atlantel.

E-touez ar stêrioù bras en em daol e Pleg-mor Mec'hiko e c'haller menegiñ ar Mississippi, ar Río Bravo hag ar Río Grijalva. Porzhioù-mor bras a gaver war ribloù ar pleg-mor : Tampa, Orleañs Nevez, Houston, Tampico, Veracruz ha La Habana.