Dañvad

Eus Wikipedia
Dañvad

Ovis aries
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Caprinae
Genad : Ovis
Anv skiantel
Ovis aries
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ur bronneg daskirier doñv eus ar c'herentiad Bovidae, anv spesad Ovis aries eo an dañvad (liester : deñved). M'eo dañvad anv boutin ar spesad eo maout anv ar par, dañvadez anv ar barez hag oan anv an hini bihan. Maget e vez an deñved evit o c'hreoñv a zo graet gant gloan, evit o c'hig hag evit laezh an dañvadezed implijet evit fardañ meur a seurt fourmaj.

Orin ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ur ger predenek martezeüs *damatos e teu dañvad. Savet e oa bet war ur wrizienn indezeuropek a dalvez « doñvaat » hag a gaver ivez er c'hembraeg dafad, er c'herneveureg davas.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger dañvad er
wikeriadur, ar geriadur frank.