Mont d’an endalc’had

Louis de Funès

Eus Wikipedia
Louis de Funes

Louis Germain David de Funès de Galarza, anvet evel Louis de Funès, a oa un aktour fent gall ganet d'an 31 a viz Gouhere 1914 e Courbevoie hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Genver 1983 e Naoned. En ur vezañ bet aktour en ur c'hant daou-ugent bennak a filmoù, bez eo unan eus aktourien fentigellour brudetañ ar sinema gall eus eil hanter an 20vet kantved.

E anv leun a oa Louis Germain David de Funès de Galarza.

Deus ur familh bourc’hiz e oa e vamm, hag he zad a oa staliet evel alvokad meur e Madrid.

Enebet e oa kerent ar vamm gant an unaniezh etre o merc’h Léonor hag Carlos Luis de Funes, a oa un den a statud dister hervezo, abalamour da-se o dije ranket da gentañ kuzhat o c’harantez dirak ar re-mañ. Trede bugel an tiegezh e voe Louis de Funes, goude ur c’hoar anvet Marie, hag ur breur Charlez.

Abaoe ma voent divroet ha staliet e Frañs, an tad Carlos n’helle ken ober e vicher alvokad, rak-se e stagas gant ul labour diamantour. En ur gwall enkadenn vicherel en em gavas, e deroù ar bloavezhioù 1930; ha neuze e itrikas un taol gwidre: ober a reas van da vezañ en emlazhet, mes e gwirionez e skampas kuit d’ar Venezuela, gant ar spi adkregiñ gant ur vuhez frouezhusoc’h. Ar vamm, Léonor o vezañ intentet ar c’hoari gaou a yeas da glask war e lec’h betek ar Venezuela, a zeuas a-benn da gavout anezhañ, ha degas hemañ da Vro-Spagn en-dro. Mervel a reas an tad, rivinet, en dienez, e Bro-Spagn e 1934, gant an tuberkuloz e oa paket.

Mamm de Funes, a oa ur personelezh kreñv, ur gwir mammenn a fent e oa he evit Louis, bet oa e c’hentañ “kelennerezh war ar gomedienn”. Da skouer : c’hoarvezout a rae d’e vamm redek war e-lec’h o skrijal bommoù evel : “Ye vais té touer”. En he zoare dezhi da vezañ ha d’ober, he doa enni hep gouzout dezhi, ampartiz ar c’hoarierien al leurennoù”. Ganti e stagas da zeskiñ seniñ piano da 5 vloaz.

Kreskiñ a reas Louis e Villiers-sur-Marne er (Val-de-Marne), lakaet e voe barzh ur skol strizh, en ur c’houskva gant un aergelc’h pouner ha garv. Soufre douleur e geneiled e oa, o c’houzañv a bep seurt, hag evit tallañ ouzh-se e klaske e dammig frankiz en ur dresañ, o pesketa, pe o klask lakaat e vignoned da c’hoarzin. Kentañ abadenn war al leurenn-c’hoari a oa e 1926 gant ar pezh-c’hoari “Le Royal Dindon”, ma c’hoarias roll un archer hej-dihej...

Diwar ali e vreur ez eas da skol ar feurerien er Bastille, met skarzet e voe dizalze evit ar reuz a blantas enno. Da neuze e voe paotr mil micher, a-bep eil, kontaouer, renker produioù war an estajerennoù, kinkler, hogen alies mat e voe skarzhet eus e implijoù. Diwar neuze e voe enskrivet e skol teknikel ar poltrediñ hag ar sinema, ma tibabas ar rann sinema, e 1932. Skarzhet e voe ac’hann ivez evit bezañ bet klasket plantañ tan er savadur, a-hervez...  

Arsellet e oa bet outañ gant mezeg al lu e 1932 hag e voe termenet : dic’houest d’ober ar servij soudard, abalamour d’e neuz re vihan ha re dreut, 1,65m ha 54 kg, skribiton anezhañ.

E-pad an drol de guerre e voe lakaet da vuhezour ur strollad c’hoariva, ma treveze Maurice Chevalier.

Enfredet e oa bet Louis evel soner piano a vicher, en davarnioù. Dre ma ne ouie ket lenn ar solfadurez e rae pep tra dre glevet. Soner ampart e oa, paiet un disterañ, ur gopr reuzeudig avat, kregiñ a rae gant e zevezhiad labour d’an abardaez da 6 eur, betek echuiñ da 6 eur diouzh ar mintin.

Da 28 vloaz e tibabas a-zevri dont da vezañ komedian, hag e voe enskrivet er gentel Simon, setu e tremenas un amprouadenn en ur c’hoari un arvestig Fourberies Scapin gant Molière. Enno e kejas gant Daniel Gélin, a zeuas da vout ur c’hamalad dezhañ, hag a vo hervezañ, chañs e vuhez hag a roio tu dezhañ mont da vat barzh bed ar c’hoariva. Hemañ termen diwezhañ war-nes pignat en un tren a huchas dezhañ “Pellgomz din arc’hoazh ! Ur roll am eus evidout ”.